Relativelezh hollek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: oc:Relativitat generala
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Spacetime curvature.png|thumb|350px|Skeudennadur diventek eus gwaradur an egor-amzer. Bezañs an danvez a gemm mentoniezh an egor-amzer.]]
 
Ar '''Relativelezh hollek''' (pe an Damkaniezh hollek eus ar relativelezh) zo anezhi an [[damkaniezh]] [[mentoniezh]]el eus ar [[gravitadur]] embannet gant [[Albert Einstein]] e 1915-1916.<ref name=Ein1915>{{cite journal|last=Einstein| first=Albert| authorlink = Albert Einstein| date=[[November 25]], [[1915]]| title=Die Feldgleichungun der Gravitation| journal=Sitzungsberichte der Preussischen Akademie der Wissenschaften zu Berlin| pages=844-847 | url=http://nausikaa2.mpiwg-berlin.mpg.de/cgi-bin/toc/toc.x.cgi?dir=6E3MAXK4&step=thumb | accessdate=2006-09-12}}</ref><ref name = Ein1916> {{cite journal| last = Einstein| first = Albert| title = The Foundation of the General Theory of Relativity| journal = Annalen der Physik| volume = | issue = | pages = | date = 1916| publisher = | url = http://www.alberteinstein.info/gallery/gtext3.html| format = [[PDF]]| id = | accessdate = 2006-09-03 }} </ref>
 
Unvaniñ a ra ar [[relativelezh ispisial]], [[lezenn ar gravitadur hollvedel]] savet gant [[Izaag Newton|Newton]], hag ar santimant e c'hall bezañ deskrivet ar [[buanadur]] gravitadurel gant gwar an [[egor]] hag an [[amzer]]. Hervez ar relativelezh hollek ez eo produet gwar an [[egor-amzer]] gant an tenor eus [[tolz]]-[[energiezh]] ha [[momentom]] an danvez en [[egor-amzer]].
 
Disheñvel eo ar Relativelezh Hollek diouzh an [[:rummad:Damkaniezhioù ar Gravitadur|Damkaniezhioù metrek all eus ar Gravitadur]] dre e implij eus [[Kevatalenn Einstein]] evit liammañ natur an egor-amzer ha gwar an egor-amzer.
 
Un diazez eo deuet da vezañ an deorienn-mañ evit meur e gelenn : [[astronomiezh]], [[kosmologiezh]] hag [[astrofizik]]. Deskrivañ a ra ent-reizh hag ent-resis meur a anadenn na oa ket ar fizik klasel evit displegañ, fiñv periheliennek ar planedennoù pe krommadur gouloù ar stered gant an [[Heol]] da skouer.
Ganti ez eus bet gallet rakwelet e vije kavet ar gwagennoù gravitadurel, an [[toull du|toulloù du]] hag emled an Hollved.
Koulskoude ne seblante ket da Einstein e oa an Hollved oc'h en em ledañ, met kendrec'het eo bet o welet disoc'hoù arselladurioù ar [[galaksienn]]où gant [[Edwin Hubbles]].
 
Savet e oa an deorienn dispac'hel all, [[mekanikerezh ar c'hwanta]], goude ul labour a-stroll, ar relativelezh hollek avat a zo bet savet gant un den hepken, Einstein. Harpet eo bet gant [[Marcel Grossman]] evit ar matematikoù implijet hepken.
 
 
 
== Notennoù ==
Linenn 12 ⟶ 20:
[[Rummad:Relativelezh hollek]]
[[Rummad:Meizadoù diazez ar fizik]]
Rummad:Fizik damkanel
 
{{Liamm PuB|de}}