Jurassic Park (film) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Logo Jurassic Park poster.pngjpg|thumb|right|Logo Jurassic Park]]
 
'''''Jurassic Park''''' zo ur film [[skiant-faltazi]] sevenet e [[1993]] gant [[Steven Spielberg]], diwar ar [[Romant]] ''Jurassic park'' savet gant [[Michael Crichton]] e [[1990]] hag a reas berzh. C'hoarvez a ra an darvoudoù war un enezenn faltaziek e-maez [[Costa Rica]], Isla Nublar, ma sav skiantourien un [[tachenn c'hoarioù|dachenn c'hoarioù]] gant [[dinosaor]ed gwirion klonet diwar [[TDN]]. John Hammond ([[Richard Attenborough]]), PDG hag ijiner an dachenn, a bed ur strollad skiantourien, c'hoariet gant [[Sam Neill]], [[Jeff Goldblum]], ha [[Laura Dern]] hag un avokad (c'hoariet gant [[Martin Ferrero]]), da weladenniñ an dachenn evit kaout an aotre da zigeriñ anezhañ d'an holl a-benn lakaat touristed da zont buan. Koulskoude un esae laeroñsi gant ijinour urzhiataerezh an dachenn, en deus laeret kellidoù dinosaored evit o gwerzhañ, a ro an tu d'an dinosaored da dec'het diouzh o c'hlozioù tredanaet. Ret eo d'an avokad, d'an tri skiantour ha d'un nebeud teknikourien klask chom bev. An avantur zo lakaet da vezañ dramatekoc'h c'hoazh gant bezañs daou vugel yaouank tener, bugale vihan ar PDG en deus bet c'hoant d'o lakaat da zont da welet e oberenn daoust ma ne oa ket bet prouet c'hoazh e oa asur surentez an dachenn.