Benvegad troazhañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ar '''benvegad troazhañ''' eo ar [[benvegad]] a brodu, a stok hag a skarzh an [[troazh]] hag a servij, dre-se, da buraat ar [[gwad]]. Servijout a ra ivez d'an organeg da derc'hel stabil e gementad a dour, [[holen]]où, [[fosfat]] ha [[kalkiom]]. En [[den]] emañ er benvegad troazhañ an [[organ]]où da heul : div [[lounezh]], div [[san-droazh]], ar [[c'hwezigell]], ar [[kan-troazh|c'han-troazh]] ha div [[kigenn|gigenn]].
 
==AlRed lounezhian troazh==
Al lounezh, stumm ur [[fav]]enn dezhi, zo war-dro 150g a bouez enni ha 12cm he hirder. Div lounezh zo er c'horf padal unan zo trawalc'h evit seveniñ kefridi ar benvegad. Ar gwad a erru enni dre dalmerenn al lounezh ha silet e vez gant an [[nefron]]où. Ar gwad puraet a ya kuit dre wazhienn al lounezh hag an troazh, dilerc'hioù ennañ, dre ar san-droazh betek ar c'hwezigell. Skarzhet eo an troazh diouzh ar c'hwezigell dre ar c'han-troazh hag a c'hell, a-drugarez da gigennoù, kontrolliñ red an dourenn eztaolet diouzh ar c'horf.
 
[[rummad:Korfadurezh]]