Velosiraptor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
|-----
{{Taxobox Echu}}
[[restr:Vraptor Scale.svg|thumb|230px|right|Ment un den e-kichen ur ''Velociraptor'']]
 
Ar '''''Velociraptored''''' ("Preizher fonnus" e [[latin]])<ref>Osborn, Henry F. (1924a). "Three new Theropoda, Protoceratops zone, central Mongolia". ''American Museum Novitates'' 144: 1–12.</ref>, ur genad [[Dromaeosauridae]], a oa [[dinosaor]]ed a oa o vevañ war-dro 75 da 71 milion vloaz zo e-pad diwezh ar [[kretase|C'hretase]].<ref name=PGetal2008>Godefroit, Pascal; Currie, Philip J.; Li, Hong; Shang, Chang Yong; Dong, Zhi-ming (2008). "A new species of Velociraptor (Dinosauria: Dromaeosauridae) from the Upper Cretaceous of northern China". ''Journal of Vertebrate Paleontology'' 28 (2): 432–438</ref> Anavezout a reer daou spesad, daoust ma"z eus bet kaoz eus spesadoù all en amzer dremenet. ''V. mongoliensis'' eo ar spesad skouer. Dizoloet e oa [[karrekaenn]]où eus ar spesad-se e [[Mongolia]]. Un eil spesad, ''V. osmolskae'', a oa badezet e 2008 diwar tammoù klopennoù kavet e [[Mongolia diabarzh]], e [[Sina]].
Ar Velosiraptor a zo un [[dinosaor]] hag a veve da vare ar [[Kretase|C'hretase]]. E anv a dalvez "Preizher fonnus".
 
Bihanoc'h evit ''Dromaeosauridae'' all evel ''[[Deinonychus]]'' hag ''[[Achillobator]]'', ''Velociraptor'' en doa koulskoude kalz eus perzhioù o c'horfadurezh. Ur c'higdebrer daoudroadek e oa. Pluñvek e oa gant ul lost hir ha reut, ha skilfoù e stumm [[falz|filzier]] war pep pav a-dreñv, hag a veze implijet da lazhañ e breizhoù war a soñjer. Gallout a reer lakaat kemm etre ar ''Velociraptored'' hag an ''Dromaeosauridae'' all dre o c'hlopenn hir hag izel, gant ur muzell troet etrezek an nec'h.
 
''Velociraptor'' (anvet ivez 'raptor') zo unan eus ar genadoù dinosaored brudetañ abalamour d'ar perzh bras a c'hoari e-barzh ar film ''[[Jurassic Park]]''. Er film-se avat e oa diwir lod eus perzhioù e gorfadurezh, da skouer e oa kalz brasoc'h e vent evit na oa e gwirionez ha ne oa ket pluñvek. Anavezet eo mat ivez gant ar baleontologourien, abalamour ma'z eus bet deskrivet en tu all d'un dousennad relegenn garrekaet, ar muiañ eus holl an ''Dromaeosauridae''. Ur garrekaenn vrudet zoken en deus miret ur ''Velociraptor'' krog-ha-krog gant ur ''[[Protoceratops]]''.
 
<!--
 
-->
 
=== Diskrivadur ===
Linenn 21 ⟶ 30:
 
[[Daoudroadek]] e oa ar Velosiraptor, hag implijout a rae e lost e-giz un doare da gempouezañ e gorf pa dage an dinosaored all gant ar skilfoù a oa ouzh e dreid.
 
 
==Notennoù==
<references/>
 
 
[[Rummad:Dinosaored]]