Rouantelezh Wei : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kemmadur
Linenn 3:
Ur stad kozh bro-[[Sina]] eus marevezh ar [[Rouantelezhioù Brezelour]] a oa ar rouantelezh Wei ([[Sinaeg]]: 魏; [[pinyin]]: Wèi). Etre stadoù [[Rouantelezh Qin|Qin]] ha [[Rouantelezh Qi|Qi]] en em astenne ha enderc'hel a reas darnoù proviñsoù a-vremañ [[Henan]], [[Hebei]], [[Shanxi]] ha [[Shandong]]. Anvet e oa ivez stad Liang goude m'en-doa dilec'hiet [[roue Hui eus Wei]] e gêrbenn eus Anyi da [[Daliang|Zaliang]] ([[Kaifeng]] hiziv)
 
Unan eus ar re bouezhusañ e Sina e oa ar stad dindan e, ar markiz Wen eus Wei ha markizez Wu eus Wei met war ziskar e yelas goudezo. E greskadeg war du ar reter a voe harpet e [[emgann Maling]] e [[341 kt J-K]] ha ret e oa dezhañ reiñ an [[Hexi]] (ur rannvro war ribl ar [[Stêr MelenVelen]]) da [[Rouantelezh Qin|Qin]]. A-blaen e oa aloubet gant Qin goude-se.
 
En em gevredañ a reas Wei gant [[rouantelezh Han|Han]] da vrezeliñ a-enep [[Rouantelezh Qin|Qin]], met o lu a oa faezhet e [[293 kt J-K]] e [[emgann Yique]]