Maarten de Vos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Maarten de Vos''' ([[1532]]–[[1603]]), anvet ivez '''Marten''', a oa ul livour hag un tresour a oa o chom en [[Antwerpen]] e dibenn ar XVI{{vet}} kantved.
 
Evel [[Frans Floris]] e veajas da [[Italia]], hag e voe levezonet gant an [[orbidouriezh]], un doare livañ hag a oa brudet d'ar mare-se. Levezonet e voe ivez gant an doare ma live arzourien [[Venezia]], ha gallout a rafe bezañ bet o labourotlabourat e stal-labour [[Tintoretto]].<ref>Kristin Lohse Belkin. ''Rubens''. [[Phaidon Press]], 1998 (pp. 22-24). ISBN 0-7148-3412-2</ref> Goude ma vije bet graet o reuz gant an dorrerien-skeudennoù e [[1566]], e voe e-touez ar re a gingklasginklas an ilizoù en-dro en [[Antwerpen]]. Al lod brasañ eus e oberennoù, evel ''Sant Lukaz o livañ ar Werc'hez'' ([[1602]]), livet diwar c'houlenn kouch Sant Lukaz hag ''An Eured e Kana'' ([[1597]]), livet evit kouch ar werzherien gwin, a voe urzhiet gant kouchoù [[Antwerpen]].<ref>Christiaan Schuckman: "Vos, Marten [Maarten; Maerten] de, the elder" ''Grove Art Online''. Oxford University Press </ref> E niz, anvet [[Willem de Vos]], a voe livour ivez.
 
Unan eus krouerien kevredigezh ar Romanegourien e voe ivez. Enni edo bodet arzourien, tud plijet gant an arzoù ha lennegourien o doa bet tro da veajiñ da [[Roma]], hag a oa dedennet gant al lennegouriezh a oa eno.
 
Ul livadur hirgerlchirgelc'hiek o tiskouez an ael [[Rafael]] a vez lakaet war e gont, hag ivez ul livadur o tiskouez [[Tobiaz]] yaouank, hag a c'haller gwelout e [[Mec'hiko]].
 
== Notennoù ==