Diforc'hioù etre adstummoù "Fyodor Dostoyevskiy"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Fyodor Mic'haylovtc'h Dostoyevskiy''' ([[ruseg]] Фёдор Миха́йлович Достое́вский, [[romanekadur|treuzskrivet]] ivez '''Fedor Dostoïevski''') a oa ur skrivagner rusian ganet e [[Moskov]] d'an [[30 a viz Here]] (hervez an [[deiziadur juluan]]/[[11 a viz Du]]) [[1821]] ha marvet e [[Sant-Petersbourg]] d'an [[28 a viz Genver]] (pe [[9 a viz C'hwevrer]] [[1881]]. Sellet e vez outañ e vez evel unan eus ar romantourien vrasañ eus e amzer. Levezont en deus kalz skrivagnerien ha prederourien.
 
Map ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag e echuas isletanant. Klañv e oa gant [[Drougsant|droug Sant-Yann]] abaoe e 26 vloaz. Adalek 1842 e labouras evit ministrerezh an difenn evel tresour. E 1844 e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, ''An dud paour'', hag e embannas romant [[Honoré de Balzac|Balzac]] ''[[Eugénie Grandet]]''. E [[1849]] e voe arestet ha kondaonet d'ar marv abalamour ma oa ezel eus ur strollad frankizour - ar [[Kelc'h Petrashevsky|C'helc'h Petrashevsky]] . D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an [[Tsar]] hag harluet da [[Omsk]] en ur prizon eus [[Siberia]], e-doug pevar bloavezh. Echui a reas e gastiz e [[1854]] hag anvet e oa ofiser en ur rejimant eus Siberia. Dimeziñ a ra eno gant Maria Dmitrievna Issaïeva e 1857. E [[1859]] hepken e oa roet e ditloù noblañs dezhañ en-dro hag e oa aotreet da embann. E 1860 e roas e zilez eus an arme hag etistroase tistroas da Sant-Petersbourg. E-pad meur a vloavezh e veajas en Europa. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arccarc'hant o c'hoari met goloet e oa buan a zleoù. Un temz-spered teñval en doa. E-pad e veajoù e teuteuas da vezañ ur "frankizour" entanet evit e vro ha dreist holl ur brogarour. Dont a rareas da vezañ brudet pa zistrozistroas da [[Rusia]] e 1871 goude embannadur e oberenn ''torfedoù ha kastizoù'' e 1866 hag hini ''An Diot'' e 1868 a zigor e brantad meürded ma skrivo e oberennoù gwellañ : ''Ar pried peubadus'' (1870), ''An drouksperedoù'' (1871) hag ''Ar breudeur Karamazov'' (1880).
En dienez e varvas met goude e varv e oa graet dezhañ un interamant broadel.
 
11 541

modification