Skritur meroitek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: ko:메로이트 문자
D clean up using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Meroitic.GIF|thumb|left|lizherenneg meroitek war monumantoù ha gant skritur-red]] {{lizherenneg}}Ul [[lizherenneg]] a gav he orinoù er [[Hieroglifoù Egipt|hieroglifoù]] hag er [[demoteg|skritur demotek]] [[Egipteg|egiptek]] eo ar '''skritur meroitek'''. Adal an [[Eil kantved kt JK|eil kantved ket JK]] eo bet evit skrivañ ar [[meroiteg|yezh veroitek]] a veze graet ganti e rouantelezh [[Meroe]]. Marteze eo bet implijet evit skrivañ [[nubieg|yezh nubiek]] ar rouantelezhioù [[Nubia|nubiatnubia]]t zo deuet war he lerc'h ivez. Alfabetek eo an [[doare-skrivañ]] ha, dre se, ez a en-dro en un doare disheñvel mat eus an hini implijet evit skrivañ ar hieroglifoù egiptek. Gouizeien zo, evel [[Haarman]], a gred dezho e c'hallje al [[lizherenneg c'hresianek]] bezañ c'hoariet ur roll e framm ar skritur meroitek; da gentañ-penn peogwir e ra ar meroiteg gant [[lizherenn|lizherennoù]] dibar evit merkañ ar vogalennoù. Daoust da se, war poentoù all ne'z a ket en-dro evel ar [[gresianeg]] tamm ebet.
 
Ur skritur [[soniadouriezh|soniadurel]] eo dre ma vez merket ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù.
Alfabetek e oa al lizherenneg evit ar pep brasañ gant ur [[vogalenn]] /a/ dre ziouer, diskriv; ne veze resisaet nemet ar vogalennoù all. N'eus doare ebet da ziforc'hañ ur [[kensonenn|gensonenn]] en hec'h-unan eus an hevelep kensonenn mui /a/. Gant se, ez eo '''m''' evit ar [[silabenn]] /ma/ hag ar gensonenn /m/, tra m'eo '''mi''' evit ur /mi/ alfabetek penn-da-benn. Er ster-se e tenn kalz ar skritur meroitek d'al lizherennegoù [[abugida|abugidaek]]ek [[India|Indezek]] a oa o tiorren d'an hevelep koulz. Alies ne veze ket skrivet kensonennoù silabennek zo e dibenn ar gerioù, evel /n/ pe /s/.
 
23 arouezenn a oa en holl, teir vogalenn en o zouez :
Linenn 10:
ha peder arouezenn silabennek-rik n'hallont ket bezañ kemmet gant un arouezenn vogalennek :
*'''ne''' pe '''ny'''(a), '''se''' pe '''s'''(a), '''te''', '''to''', '''t'''(a) pe '''ti'''.
Tabut zo c'hoazh evit gouzout hag-eñ ez eo '''se''' evit ur silabenn pe ur gensonenn /s/, diforc'h eus '''s''' evel /šš/; heñveldra evit '''ne''' evel ur silabenn pe ur gensonenn /ñ/; hag hag-eñ e c'hallje '''t'''' bezañ bet evit ar silabenn '''ti'''. Lod a soñj dezho e c'hallje an implij eus silabennoù e-lec'h lizherennoù alfabetek evit sonioù zo bezañ bet evit merkañ diforc'hioù [[rannyezh|rannyezhel]]el e diabarzh ur skritur unvan.
 
Daou zoare skrivañ disheñvel a oa d'al lizherenneg [[meroiteg|veroitek]]. Ur stumm evit ar monumantoù kemeret diwar ar [[Hieroglifoù Egipt|hieroglifoù egiptek]] hag ur stumm red deuet diwar an [[demoteg]]. Gant an demoteg eo bet skrivet an darn vrasañ eus ar skridoù. Kontrol d'ar hieroglifoù, e klot rik an daou stumm an eil gant egile (un arouezenn evit un arouezenn), nemet, er stumm red, e vez [[kenere|kenereet]]et ar c'hensonennoù gant an '''i''' zo war o lerc'h.
 
Skrivet e veze a-zehou da gleiz, eus al laez d'an traoñ, pe eus al laez d'an traoñ dre vannnoù, a-zehou da gleiz. Evel o mammenn hieroglifek e selle an arouezennoù meur war-du deroù un destenn.