Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: de:Ofis publik ar Brezhoneg; Kemm dister
D clean up using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:logoOfis.jpg|thumb|150px|Logo Ofis ar Brezhoneg]]
 
'''Ofis ar Brezhoneg''' a oa ur [[kevredigezh hervez lezenn 1901|gevredigezh]], savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg, gant [[Lena Louarn]] dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ, hag a zo bet kemmet hec'h anv hag he statud e miz Here 2010. <br />
 
== Statud nevez e 2010 ==
Kemm zo bet e 2010, savet ur c'huzul-merañ nevez, ha kemeret un anv nevez, ''' [[Ofis Publik ar Brezhoneg]]'''. <br />
 
== Istor ==
Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz [[Mae]] [[1999]] e [[ti-kêr]] [[Karaez-Plougêr]]. Ur [[kevredigezh|gevredigezh]] bet savet diwar [[youl]] [[Rannvro Breizh]] eo. Kemeret he deus lec'h ha [[kefridi]]où ''Servij ar Brezhoneg'', a oa ur rann eus [[Skol-Uhel ar Vro]]. Diorren ar [[Brezhoneg]], skoazellañ ar [[strollegezh]]ioù, an [[embregerezh]]ioù, ar c'hevredigezhioù hag an [[hinienn]]où da ober gantañ, dastum [[roadenn]]où war [[saviad]] ar [[brezhoneg]] eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant [[Rannvro Breizh]], Ministrerezh ar Sevenadur, pemp [[departamant]] [[Breizh]] ha [[kêr]]ioù pennañ ar vro. E [[2006]] e laboure 20 den evitañ ha 100 [[youlad|ezel a-youl vat]] bennak a oa. Abaoe [[2007]] eo sikouret en e vont en-dro gant [[Rannvro Broioù-al-Liger]] ivez.
 
 
[[Skeudenn:ArGozhkêrLokmaria.JPG|thumb|200px|Un anv-lec'h reizhet war ur banell-hent e Rostrenenn.]]
Gant berzh ar skolioù [[Diwan]] ha, diwezhatoc'h, krouidigezh ar c'hlasoù divyezhek publik kentañ e oa deuet ar goulenn sokial evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. E-kreiz ar [[bloavezhioù 1980|bloavezhioù 80]] e rene al luskad [[Stourm ar Brezhoneg]] stourmoù dalc'hus evit goulenn ma vefe ofisielaet ar brezhoneg. Dekmiliadoù a banelloù-hent a oa bet gwallaozet pe livet gant Stourm ar Brezhoneg dindan un nebeud bloavezhioù.
 
Donedigezh [[François Mitterrand]] e penn ar [[Republik C'hall]] e [[1981]] a voe pennkaoz d'ul luskad digreizennañ kentañ a roas galloudoù nevez d'ar [[strollegezh lec'hel|strollegezhioù lec'hel]]. Adal neuze e voe skañvoc'h krog ar Stad ha meret an hentoù-departamant war-eeun gant servijoù an [[departamant|departamantoù]]. Ne voe ket mui ret goulenn aotre ar prefed evit ober tra pe dra (derc'hel a ra ar prefeti da ren ul labour kontrolliñ war-lerc'h memes tra). E deroù ar bloavezhioù 80 e tivizas departamant [[Aodoù-an-Arvor]], heuliet war-lerc'h gant hini [[Penn-ar-Bed]], kregiñ da respont da c'houlenn an emsaverien vrezhonek. Mennadoù a-du a voe votet gant an daou zepartamant-se evit staliañ ur panellerezh divyezhek war o hentoù (en ul lodenn eus an departamant hepken evit Aodoù-an-Arvor).
 
=== Skol-Uhel ar Vro ===
Linenn 51 ⟶ 50:
 
=== Poloù ha Servijoù ===
 
==== Ar Pol Studi ha Diorren ====
* Ajañs Diorren ([[Karaez-Plougêr|Karaez]], [[Kawan]], [[Roazhon]] ha [[Naoned]])
* Arsellva ar Brezhoneg (Roazhon)
==== Ar Pol Yezh ====