Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: my:ယူးနစ်စ်
D clean up using AWB
Linenn 39:
E 1970 e voe graet '''Unics''' eus ar raktres (berradenn '''Un'''iplexed '''I'''nformation and '''C'''omputing '''S'''ystem) hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg. [[Brian Kernighan]] a ijinas an anv en ur zaveiñ (hag enebiñ war un dro) da ''Multics'' — Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur da '''Unix'''.
Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouiñ ar promesa da ouzhpennañ barregezhioù skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivink [[PDP-11/20]]. Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentañ e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoiñ Unix ent ofisiel ha seveniñ a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennañ a raed ur programm furmadiñ skrid anvet [[roff]] hag un [[aozer skrid]]. An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnañ PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouiñ-se, a zegouezhe eus Unix, roff, hag an aozer, evit skridtreterezh ar goulennoù [[breou|breouioù]]ioù . Roff a amdroas buan e [[troff]], ar programm embann elektronek kentañ gant ur barregezh [[skriverezañ]] gwirion. ''Dornlevr ar Programmer UNIX'' a voe embannet d'an [[3 Du|3 a viz Du]] [[1971]].
 
E 1973 e voe adskrivet Unix el [[C (lavar programmiñ)|lavar programmiñ C]], enep meno an holl d'an ampoent a gave dezho "un dra ken kemplezh hag ur reizhiad korvoiñ, hag en deus da blediñ gant darvoudoù arvarus a-fet amzer, n'haller e skrivañ ken nemet e lavar gronnañ".<ref name="Stallings">Stallings, William. "Operating Systems: Internals and Design Principles" 5th ed, page 91. Pearson Education, Inc. 2005.</ref>. Tremen eus al [[lavar gronnañ]] d'al [[lavar programmiñ a live uhel|lavar a live uhel]] C a zisoc'has gant ur meziant [[Perzhded ar Meziantoù#dougusted|hezougoc'h]] a-galz, e-lec'h ma ne chome ken ur c'hementad bihan a-walc'h a god diouzh an ardivink da erlec'hiañ pa veze douget Unix war ur [[Savenn (urzhiataerezh)|savenn]] all.
Linenn 113:
** ''dev'' — sturieroù gwikefreoù evit reoliañ ar periant (hag un dam-beriant bennak)
** ''sys'' —"kraoñell" ar reizhiad korvoiñ, a intent eus merañ ar vemor, steuñviñ an argerzhoù, galvoù reizhiad, h. c'h.
** ''h'' (pe ''include'') — restroù reollin, a dermen etrefasoù pennañ gant ar reizhiad ha digemmennoù a-bouez dibar d'ar reizhiad
* '''Endro Diorren''' — Aozadennoù abred eus Unix a gaved enno un endro diorren e-tailh da grouiñ en-dro ar reizhiad a-bezh diwar kod tarzh :
** ''cc'' — Kempuner al lavar C (deuet war wel gant Unix V3)
Linenn 121:
** ''[[make (meziantoù)|make]]'' — Ar merour oberiañ (degaset gant [[PWB/UNIX]]), evit emgefren ent-efedus an argerzh oberiañ
** ''include'' — Restroù reollin evit diorren meziantoù, a dermen peurvuiañ etrefasoù reoliat ha digemmennoù ar reizhiad
** Lavaroù all — Unix V7 a gaved ennañ ur c'hempuner Fortran-77, ur jederez programmadus tidel e spister (''bc'', ''dc''), hag al lavar "skriptadus" [[awk]], hag aozadennoù ha enkorfadurioù diwezhatoc'h a endalc'h kempunerioù hag teskadoù ostilhoù evit meur a lavar all. Gant an embannadennoù abred BSD e kaved ostilhoù [[Pascal (lavar programmiñ)|Pascal]], ha kalz a reizhiadoù Unix modern a gaver ivez enno an [[dastumad kempunerioù GNU]] kement ha, pe e-lec'h, ur reizhiad kempunañ perc'henn.
** Ostilhoù all — en o zouez ur merour dielloù kod-traezenn (''ar''), ur roller taolenn-arouezoù (''nm''), ostilhoù evit diorren kempunierioù (da sk. ''lex'' & ''yacc''), hag ostilhoù dizraenañ.
* '''Urzhiadoù''' — Unix ne zigej ket nemeur etre urzhiadoù (programmoù eus al live implijer) evit korvoiñ ha ratreañ ar reizhiad (da sk. ''cron''), urzhiadoù a dalvoudegezh hollek (da sk. ''grep''), hag arloadoù a zezev hollekoc'h evel ar pakadoù furmadiñ ha skriverezañ testenn. Evelato, ar rummadoù pennañ a zo :
Linenn 128:
*** ''Mavegoù reizhiad'' — osthiloù melestradurel evel ''mkfs'', ''fsck'', ha meur a hini all
*** ''Mavegoù implijer'' — ostilhoù evit merañ an endro evel ''passwd'', ''kill'', hag all.
** ''Furmadiñ teulioù'' — reizhiadoù Unix a zo bet implijet adalek an deroù evit prientiñ ha skriverezañ teulioù, hag enno e kaved meur a brogramm liammet evel ''[[nroff]]'', ''[[troff]]'', ''[[tbl]]'', ''[[eqn]]'', ''[[refer (meziant)|refer]]'', ha ''[[pic]]''. Reizhadoù Unix modern zo a gaver ivez enno pakadoù evel [[TeX]] ha [[Ghostscript]].
** ''Grafikoù'' — An isreizhiad ''plot'' a bourchase peadra da grouiñ tresadoù sturiadel eeun en ur furmad distag diouzh neb gwikefre, gant jubennerioù dibar d'ur gwikefre evit diskwel ar seurt restroù. Er reizhiadoù Unix modern e talvez ivez peurvuiañ [[X11]] da reizhiad prenestriñ reoliat ha da [[EIG]], ha kalz anezho a enkorf [[OpenGL]].
** ''Kehentiñ'' — reizhiadoù Unix abred n'o doa ket a gehenterezh etre-reizhiad, met dont a raent gant ar programmoù kehentiñ etre-implijerien ''mail'' ha ''write''. Gant V7 e voe gwelet ar reizhiad kehentiñ etre-reizhiadoù abred ''[[UUCP]]'', ha reizhiadoù adalek BSD embannadenn 4.1c a gaved enno mavegoù [[TCP/IP]].
[[Skeudenn:man-man.png|thumb|150px|Gant an urzhiad 'man' e c'hall an den diskwel ur 'bajenn dornlevr' evit kement urzhiad zo war ar reizhiad, zoken man e-unan.]]
* '''Teuliadur''' — Unix a voe ar reizhiad korvoiñ kentañ a zalc'he ennañ e-unan e zeuliadur klok en-linenn en ur stumm lennadus gant an ardivink. An teuliadur a oa ouzh e ober :