Esperanteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D clean up using AWB
D →‎Lizherenneg: clean up using AWB
Linenn 55:
Al [[lizherenneg latin]] an hini eo a vez implijet gant an esperanteg, kresket gant c’hwec’h lizherenn dezho un tired : ''ĉ'', ''ĝ'', ''ĥ'', ''ĵ'', ''ŝ'', ''ŭ''. Ne vez ket graet gant al lizherennoù ''q'', ''w'', ''x'' ha ''y'' nemet en eztaoladoù matematikel hag en anvioù divoutin n’int ket bet esperantekaet.
 
Kudennoù a sav gant al lizherennoù dezho un tog pa vezont bizskrivet pe moulet. Setu e vez graet gant daou sistemreizhiad evit kodañ anezho :
* lizherennoù gant un tog ''ĉ'', ''ĝ'', ''ĥ'', ''ĵ'', ''ŝ'', ''ŭ'' (70 % eus ar pajennoù web e [[2004]]) ;
* ar sistemreizhiad gant x : ''cx'', ''gx'', ''hx'', ''jx'', ''sx'', ''ux''. (15 % eus ar pajennoù web e [[2004]]) ;
* ar sistemreizhiad gant h : ''ch'', ''gh'', ''hh'', ''jh'', ''sh'', ''u''. (15 % eus ar pajennoù web e [[2004]]).
 
Ar sistemreizhiad diwezhañ-mañ a voe implijet gant [[Roparz Hemon]] e niverennoù kentañ e [[kelaouenn|gelaouenn]] esperantek [[Nord-Okcidento]], adstaget da [[Gwalarn (kelaouenn)|Walarn]]. Goude se e kavas an tu da ober gant al lizherennoù gwir.
 
=== Yezhadur ===