Nymphadora Tonks : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45:
Evit ar familh Black e oa dizenorus eurediñ gant ur muggle, eviti a oa "glann he gwad" hag evite dreis-holl ... Abalamour da se e oa bet skarzhet Andromeda Black eus gwezenn-lignez he familh<ref>''Harry Potter hag Urzh ar Feniks'' (''Harry Potter and the order of the Phoenix'')</ref>. Ha Nymphadora a zo bet lakaet a-gostez gant ar re Vlack o deus heug outi.
 
Andromeda, ur genitervez da [[Sirius Black]], zo bet tennet eus gwezenn-lignez ar familh ivez. Sirius a lavar e oa Andromeda unan eus e genitervezed a gare ar muiañ<ref>''Harry Potter hag urzh ar Feniks (''Harry Potter and the order of the Phoenix'')</ref>. C'hoarezed Andromeda eo [[Narcissa Malefoy]] ha [[Bellatrix Lestrange]]. [[Lucius Malefoy]] ha [[Rodolphus Lestrange]] a zo eontred da dTonks eta ha Draco Malefoy zo he c'henderv. Met ne zarempredont ket an eil re ar re all ken abalamour d'o mennozhioù.
 
Andromeda Black ha Ted Tonks n'ho deus bet bugel all ebet met Tonks he deus kavet un doare c'hoarig, [[Ginny Weasley]]. En em glevout a reont mat o-div. N. Tonks zo amourous eus [[Remus Lupin]]. Asambles e vezont gwelet er C'hwec'hvet levrenn.