Albrecht Dürer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.1) (Robot ouzhpennet: kk:Albrecht Dürer
Albrecht Dürer - Bildnis einer jungen Venezianerin - Google Art Project.jpg
Linenn 31:
 
== Dimeziñ ha kentañ beaj da Italia ==
[[Skeudenn:Albrecht Dürer 088- Bildnis einer jungen Venezianerin - Google Art Project.jpg|thumb|right|''Porträt einer jungen Frau'' livet gant Albrecht Dürer]]
Prest goude e zistro da [[Nürnberg]], d'ar [[7 a viz Gouere]] [[1494]], pa oa 23 bloaz, e timezas Dürer gant Frey, rak renket e oa bet an traoù e-keit ma oa o veajiñ. [[Merc'h]] e oa d'un den a laboure ar [[kouevr|c'houevr]]. Ne ouezer ket kalz traoù diwar-benn e zarempred gant e wreg, met soñjal a reer ne voe ket ur gwir zarempred a garantez, evel ma weler er poltredoù a reas anezhi. Ne voe ganet bugel ebet. Goude tri miz e tistroas Dürer da [[Italia]] e-unan, marteze e voe bountet d'en ober abalamour d'ar vosenn a oa oc'h ober he reuz e [[Nürnberg]]. Damdresadennoù gant dourlivaj a reas e-keit ma treuze an [[Alpoù]]. Ul lodenn anezho a zo c'hoazh hiziv an deiz, re all a c'haller merzout e gweledvaoù a silas en e oberennoù, evel an engravadur anvet ''Nemesis''. Ar studiadennoù gweledvaoù kentañ anavezet en arz ar c'hornôg eo ar re-se.<ref>Giulia Bartrum</ref>