Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
 
'''Hesiodos ''' (Ἡσίοδος /, ''Hêsíodos'' e [[gregachhenc'hresianeg]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[Hellaz|hellazat]] eus ar VIIIvet kantved a-raok JK. Ganet e vije Hesiodos en [[Ascra]], ur vourc'hadenn eus [[Beotia]].
 
== E vuhez ==
Linenn 10:
=== Ar fedoù ===
 
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'', e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[Teogonia|Deogonia]]''.
 
E dad a deue eus [[CumesKume]] en [[Eolia]], ur vro eus [[Azia Vihan]] entre [[Ionia]] ha [[TroadeTroas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος}} / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh [[aocherezh]] a voe rivinet gantañ.
 
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pycimède'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.
Linenn 22:
== Al Labourioù hag an Deizioù ==
 
SavetDiazezet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:
* al labour eo lezenn ar vuhez;
* an neb a labour en devez peadra da vevañ atav.
 
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha hellazizHellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
 
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aedes]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh a save barzhonegoù evit o reiñ da glevoutglevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Eubea]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[AmphidamasAmfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed ar menez [[Helikon]].
 
Mervel a eure en Askra. Pa voe distujet ar gêriadenn gant tud [[Tespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e ''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).