Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[Teogonia|Deogonia]]''.
 
E dad a deue eus [[Kume]] en [[Eolia]], ur vro eus [[Azia Vihan-Vihanañ]] entre [[Ionia]] ha [[Troas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος}} / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh [[aocherezh]] a voe rivinet gantañ.
 
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pycimède'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.