Laurent Gbagbo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb '''Laurent Koudou Gbagbo''' (ganet d'an 31 a viz Mae 1945) zo ur politikour eus Aod an Olifant, bet prezidant ar vro etre 2000 ha 2011. Er bloavez...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Laurent Koudou Gbagbo''' (ganet d'an 31 a viz Mae 1945) zo ur politikour eus [[Aod an Olifant]], bet prezidant ar vro etre 2000 ha 2011.
 
Er bloavezhioù 1970 e oa Laurent Gbagbo un eneber ouzh ar prezidant [[Félix Houphouët-Boigny]] ha bac'het e voe eus miz Meurzh 1971 da viz Genver 1973. Goude studioù uhel e [[Pariz]] ([[Bro-C'hall]]) ma tapas un doktorelezh e teuas da vezañ rener Ensavadur an istor, an arz hag an arkeologiezh afrikan e skol-veur [[Abidjan]]. E 1982 e krouaskemeras perzh e krouidigezh an [[FPI]] (''Front Populaire Ivoirien'') ha mont da glask repu e Bro-C'hall. Goude e zistro d'e vro e 1988 e voe anvet pennsekretour an FPI. Gounit a reas an dilennadegoù e 2000 hag e teuas da vezañ trede prezidant [[Aod an Olifant]] d'ar 26 a viz Here 2000.
 
E 2005 e tlee bezañ termen e brezidantelezh met ampellat a reas an dilennadegoù a vloaz da vloaz betek 2010.
 
 
[[rummad:Aod an Olifant]]