Laurent Gbagbo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Er bloavezhioù 1970 e oa Laurent Gbagbo un eneber ouzh ar prezidant [[Félix Houphouët-Boigny]] ha bac'het e voe eus miz Meurzh 1971 da viz Genver 1973. Goude studioù uhel e [[Pariz]] ([[Bro-C'hall]]) ma tapas un doktorelezh e teuas da vezañ rener Ensavadur an istor, an arz hag an arkeologiezh afrikan e skol-veur [[Abidjan]]. E 1982 e kemeras perzh e krouidigezh an [[FPI]] (''Front Populaire Ivoirien'') ha mont da glask repu e Bro-C'hall. Goude e zistro d'e vro e 1988 e voe anvet pennsekretour an FPI. Gounit a reas an dilennadegoù e 2000 hag e teuas da vezañ trede prezidant [[Aod an Olifant]] d'ar 26 a viz Here 2000.
 
E 2005 e tlee bezañ termen e brezidantelezh met ampellat a reas an dilennadegoù a vloaz da vloaz betek miz Du 2010. D'an 2 a viz Kerzu 2010 e tisklêr Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù eo aet an trec'h gant [[Alassane Ouattara]] (gant 54.1 % eus ar mouezhioù). Ar C'huzul bonreizhel (anvet e holl izili gant Laurent Gbagbo) a sav a-enep an disoc'hoù-se hag a lak Laurent Gbagbo trec'h en dilennadegoù. Goude ur brezel diabarzh etre arme Gbagbo ha hini Ouattara eo harzet Laurent Gbagbo d'an 11 a viz Ebrel en Abidjan.