Gwregelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.7.2) (Robot kemmet: vi:Nữ quyền; Kemm dister
Linenn 1:
[[restrRestr:8marchrallydhaka (55).JPG|thumb|right|Lid Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed er [[Bangladesh]], diwar intrudu ur sindikad labourerezed ([[2005]])]]
[[restrRestr:8 marzo managua 1.jpg|thumb|right|Devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed en [[Nicaragua]] ([[1988]])]]
 
Ar '''venelouriezh''' pe ar '''wregelouriezh''' zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar [[merc'h]]ed pe ar [[maouez]]ed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet en deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.
Ar ger gwregelouriezh na gemeras e ster a vremañ nemet e fin an {{XIXvet}} kantved, mennozh dieubidigezh ar maouezed avat a gemer e wrizioù e mennozhioù [[Kantved ar Sklêrijenn]]. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an [[ensavadurioù]], a-benn ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn : gwir d'an deskadurezh, gwir d'al labour, gwir da verañ o madoù ha gwir mouezhiañ ar maouezed a oa o goulennoù pennañ e-pad ar prantad-se.
 
Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa oa savet [[Luskad dieubidigezh ar maouezed]] ([[MLF]], da lâret eo Mouvement de libération des femmes) hag ar ''[[Women's Lib]]'', en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se an hini e oa adtemernet meizad ar [[patriarkelezh|batriarkelezh ]] , e oa savet hini ar [[seksouriezh]] hag e oa lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn kontrol o c'horf gant ar maouezed ([[diforc'h bugale]], an [[hilastaliñ]]) a oa lakaet er renk kentañ met, gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. Dindan an anv a drede luskad gwregelour e reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990, gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar ''[[gwregelouriezh du|Black Feminism]]''.
 
 
==Tud==
* [[Olympe de Gouge]]
* [[Flora Tristan]]
 
 
Linenn 18:
* ''Un Den diwar zaou zo ur vaouez.''
* ''[[Mab an Den]] n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez''.
* ''Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg.''
 
[[Rummad:Benouriezh]]
 
 
[[af:Feminisme]]
Linenn 101 ⟶ 100:
[[ug:فېمىنىزم]]
[[uk:Фемінізм]]
[[vi:Chủ nghĩa nam nữ bìnhNữ quyền]]
[[wa:Feminisse]]
[[war:Peminismo]]