Oadvezh ar maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
Implijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, [[kailhastr]] ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe [[arm]]où, e-skoaz [[basalt|maen-bazalt]] ha [[krag|maen-krag]] a veze implijet da sevel mein-malañ. [[Prenn]], [[askorn]], [[kregin|kregat]], kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, [[gouelezenn]]où (evel ar [[kleiz|c'hleiz]]) a veze implijet da sevel [[priaj]]. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.
 
Spesadoù zo estroc'h evit ar [[Primat]]ed zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar [[ki-dour mor|dourgon mor]], a dorr kregat [[ourmel]] gant mein. Ar [[primat]]ed a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an ''Hominoidae'' hag an dud, met an dud hepken , ha dre vras an ''Hominina'', a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev.<ref>Barham Mitchell, 2008, p 74</ref> Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an ''Hominina'' hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennakgant an dorn e doareoù disheñvel.<ref>Barham Mitchell, 2008, p 108</ref>
 
=== Boued hag evaj ===