Robot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
== Orin ar ger ==
Dont a ra ar ger robot eus ar yezhoù slavek evel ar [[rusianeg]], ar [[belaruseg]], ar [[poloneg]], pe c'hoazh an [[tchekeg]]. Talvezout a ra kement ha sklav pe labourer emroüs (da skouer labourer zo "robotnik" e [[poloneg]], работник e rusianeg, работнік e belaruseg). Implijet e oa da gentañ gant ar skrivagner tchekat [[Karel Čapek]] en e bezh-c'hoari ''R. U. R.'' e 1920. C'hoariet e oa ar pezh-c'hoari-se evit ar wezh kentañ e 1921. Daoust ma vez sellet ouzh Karel Čapek evel an den en deus krouet ar ger, lavaret en deus e oa bet savet gant e veur Jozeb, livour ha skrivagner e gwirionez.
Fellout a rae dezhañ da gentañ ober gant ar ger "labori" met kinniget e oa bet dezhañ ar ger "roboti" gant e e vreur Jozeb Ar ger "robota" a dalvez "labour", "aner" pe "trevell", "labour serv", ha dre skeudennlavar "labour diaes" e tchekeg hag e kalz yezhoù slavek. Ar "robota" a oa an aner a oa ar served da reiñ d'o aotroù, e-pad c'hwec'h mizvezh eus ar bloaz da gustum. Dont a ra ar ger eus ar slavoneg iliz kozh "rabota", servelezh, (pe labour e Bulgareg hag e rusianeg a vremañ), Dont a ra d'e dro eus ar wrizienn [[indezeuropeg|indezeuropek]] *orbh-<ref></ref>. Lamet e oa ar servelezh e 1848 hepken e Bohemia, ha d'ar mare ma oa skrivet ''R.U.R.'' gant Čapek , e oa aet ster ar ger war ledanaat daoust ma veze komprenet e ster kentañ atav.
Lod a lâr e oa graet gant ar ger robot da gentañ er pezh-c'hoari berr ''Opilec'' gant Josef Čapek (ar mezvier), embannet en dastumad Lelio e 1917. Hervez kevredigezh ar breudeur Čapek e [[Praha]], avat e vefe gaou. Ar ger emfiñver an hini a oa immplijet en ''Opilec''.