Zoroastregezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Faravahar.JPG|thumb|400px|Faravahar, unan eus arouezioù pennañ ar Zoroastregezh, kontet da vezañ skeudenn ur Fravashi (arc'houere)]]
[[Restr:Parsi-navjote-sitting.jpg|thumb||Navjote gant ur parsi (lid degemer er Zoroastregezh)]]
Ar '''zoroastregezh''' zo ur relijion [[undoueegezh|undoueek]] diazezet war gelenn an diouganer [[Zoroastr]] pe Zarathoustra (diwar an [[avesteg]]) ha bet eo unan eus ar [[relijion]]où brasañ er bed.<ref>http://www.bestirantravel.com/culture/zoroastrian.html</ref> Savet e oa moarvat un tamm a-raok ar VI{{vet}} kantved kent J.-K. e [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Persia]]. <!-- The term Zoroastrianism is, in general usage,i.e., non-historical context essentially synonymous with '''Mazdaism''' (the worship of [[Ahura Mazda]], exalted by Zoroaster as the supreme divine authority).-->
Deuet eo da vezañ relijion ofisiel ar Bersed dindan tierniezh ar [[Sasanided]] (224-651), betek donedigezh an [[islam]] a gemeras e lec'h. Neoazh, ar gouelioù deuet eus ar zoroastregezh zo chomet a-bouez e buhez [[Iran]]iz eus forzh pe relijion e vefent. Hiziv an deiz e kaver Zoroastriz un tamm e pep lec'h er bed, en [[India]] hag er [[Stadoù-Unanet]] dreist-holl.
 
Er zoroastregezh, ar c'hrouer [[Ahoura Mazda]] zo mat-holl, ha ne zeu droug ebet dioutañ. Er zoroastregezh eta, ar mad hag an droug o deus pep a orin disheñvel. Klask a ra an droug (''druj''), ar gaou hag an dizurzh, distrujañ krouidigezh Mazda (''[[asha]]''), ar wirionez hag an urzh, hag ar mad a stourm outañ. En hengoun ar zoroastregezh e eneber spered an droug, Angra Mainyu (anvet ivez "Ahriman"), "pennaenn an distruj", an noz hag ar marv, ouzh ar spered madoberus Spenta Mainyu, an deiz hag ar vuhez. Emañ an daou spered-se en holl voudoù bev ar grouidigezh. Mazda en deus krouet ivez an [[Amesha Spenta]], ar re "divarvel ha madoberus" hag an holl [[Yazata]], a ziskouez splann labour Doue d'an denelezh. Tremen a ra drezo azeulerezh Mazda. An testennoù pouezusañ eus ar relijion-se eo an [[Avesta]]. Kollet e oa ul lodenn vras anezhe ha ne chom hogozik ken al [[liturgiesliturgiezh]] hiziv an deiz. Anavezet eo al lodennoù kollet dre zaveoù hag arroudennoù berr en oberennoù nevesoc'h, savet etre an IX{{vet}} hag an an XI{{vet}} kantved.