Alan an Diuzet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Alan Loeiz Mari an Diuzet''' a oa ur skrivagner [[breizhat]] ganet e [[Ar Roc'h-Derrien|Kêr ar Roc'h]], e [[Treger]], d'ar [[16 a viz Eost]] [[1900]] ha marvet d'an [[22 a viz Mae]] [[1991]] e [[Sant-Brieg]]. Mab a oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred.
 
 
Mab a oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred e [[Ar Roc'h-Derrien|Kêr ar Roc'h]].
Alan an Diuzet a zo bet da gentañ e skol ar baotred, e Sant Yann, er Roc'h, ha goude-se, e 1912, er skol eil-derez e [[Landreger]], ha da echuiñ, e 1917, e skol ar vistri e [[Sant-Brieg]].
 
Anvet e voe da skolaer e 1921, hag eus 1924 da 1926 e oa mestr war ar jedoniezh hag ar skiañchoù e skol eil-derez [[Plistin]]. Eus 1937 da 1945, e oa rener skolaj eil-derez [[Perroz-Gireg]], met prizoner e voe daou vloavezh e [[Bro-Alamagn]]. Deut en dro d'ar Vro, Alan an Diuzet a savas e 1946 ar "Collège Breton des Côtes-du-Nord" (Skolaj Breizhek [[Aodoù-an-Arvor|Aodoù-an-Hanternoz]]), hag enni ar gelaouenn ''[[Mouez ar Vro]]''.
 
En embannadurioù [[Emgleo Breiz]] eo bet embannet e skridoù brezhonek.
Linenn 28 ⟶ 30:
 
{{DEFAULTSORT:an Diuzet, Alan}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1900]]
[[Rummad:Marvioù 1991]]