Sylvanus Olympio : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
E 1958 en em gavas Olympio Kentañ Ministr goude ma voe aozet dilennadegoù a-benn nevesaat Bodadenn Togo. D'ar c'houlz-se e oa Togo un tiriad e dalc'h ar [[Broadoù Unanet]] ha fiziet e velestradurezh e [[Bro-C'hall]]. C'hoantoù Olympio a oa mont war-zu an dizalc'hiezh ha derc'hel darempredoù mat gant Bro-C'hall evit bezañ skoazellet a-enep mennozhioù [[Kwame Nkrumah]], prezidant [[Ghana]], hag a oa e soñj da stagañ Togo ouzh e vro evit adunaniñ ar bobl [[Ewe]]. Goude dizalc'hiezh Togo e voe Prezidant kentañ ar Stad nevez adalek an 9 a viz Ebrel 1961: trec'h e voe war [[Nicolas Grunitzky]] en dilennadeg. E-touez prezidanted Stadoù nevez dizalc'h [[Afrika]] bet trevadennet gant Bro-C'hall e oa Sylvanus Olympio ur politikour dibar dre na oa na gallgar evel [[Félix Houphouët-Boigny]] na gallgas evel [[Ahmed Sékou Touré]].
 
D'an 13 a viz Genver 1963 e voe lazhet gant ur strollad soudarded e-kerzh un taol-Stad. [[Emmanuel Bodjollé]] hag a oa e penn ar strollad-se a voe e penn Togo e-pad daou zevezh a-raok leuskel plas da [[Nicolas Grunitzky]]. Luziet e chom marv Olympio: lazhet e vije bet gant [[Emmanuel Bodjollé]] pe gant [[GnassingbeGnassingbé EyademaEyadéma]], hemañ a embannas bout al lazher. E [[1967]] e voe kemeret ar galloud gant [[GnassingbeGnassingbé EyademaEyadéma]] dre un taol-stad a-enep da [[Nicolas Grunitzky]]. Gouel broadel Togo eo an [[13 Genver|13 a viz Genver]].
 
==Daveennoù==