Lotar Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot kemmet: ro:Lothar I, Împărat carolingian
D r2.7.2) (Robot kemmet: bs:Lotar I, car Svetog rimskog carstva; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageRestr:Lothar I.jpg|thumb|Lotar Iañ]]

'''Lotar Iañ''' (795 - † [[29 a viz Gwengolo]] 855), a oa mab d'an impalaer [[Loeiz an Deol]], ha breur da [[Karl Voal|Garl Voal]], a voe [[impalaer ar C'hornôg]] adal 840 betek 855.

Dimeziñ a eure da [[Ermengarde Teurgn]], [[merc'h]] da [[Huon Elzas]], kont [[Teurgn]], ha tri [[mab]] o doe.

== Istor ==
E 814 e voe roet dugelezh Bavaria dezhañ gant e dad Loeiz an Deol. E 817 e voe embannet an « Ordinatio imperii » gant Loeiz, diskleriet enni e oa Lotar ar pennhêr.

Bec'h a savas pa intañvas Loeiz. Addimeziñ a reas da [[Judit]] a c'hanas ur mab, Karl, a vo anvet [[Karl Voal]]. Adalek neuze e reas he seizh gwellañ da glask lakaat he mab da impalaer.

Kaset e voe Lotar da Italia, ma kemeras kurunenn roue al [[Lombarded]] e 820 ha diazezañ e lez e [[Pavia]]. D'ar [[5 a viz Ebrel]] 823 e voe sakret kenimpalaer e Roma gant ar pab [[Paskal Iañ]].

Pa fellas da Loeiz kemm an divizoù diwar-benn an impalaeriezh da reiñ e lod da Garl e trenkas ar soubenn hag en em savas Lotar a-enep e dad. Emglev a reas gant e zaou vreur, [[Loeiz ar German]] ha [[Pepin Iañ Akitania]], ha distroadet e voe Loeiz gante dre ziv wech, e 830 hag e 833, met dre ziv wech e rankas reiñ ar gurunenn en-dro d'e dad.

E 838 e varvas e vreur Pepin.

Daou vloaz goude, e 840, e varvas Loeiz an Deol hag e chomas Lotar e-unan evel impalaer. Nemet neuze ne fellas ket d'e zaou vreur, Loeiz ar German ha Karl, e anavezout evel impalaer ken. Klask a reas Lotar aloubiñ o rouantelezhioù, met diaes e oa faezhañ an daou vreur unanet , hag e miz Mezheven 841 e voent trec'h warnañ e [[Fontenay-en-Puisaye]], nepell diouzh [[Auxerre]].

D'ar [[14 a viz C'hwevrer]] 842 e voe embannet gant an daou drec'hour [[leoù Strasbourg]] a greñvae o emglev.

Er bloaz war-lerc'h e rankas Lotar sinañ feuremglev Verdun, a laoske gantañ ar gurunenn a impalaer, hag un hir a zomani , eus [[Mor an Hanternoz]] betek kreisteiz [[Roma]].

== Rannidigezh ==
Un tamm a-raok mervel e 855 e tilezas Lotar an impalaeriezh hag ez eas da [[abati Prüm]] da chom. A-raok ober e dalaroù e sinas feuremglev Prüm, ma embanne rannadur an impalaeriezh etre e dri mab:
* da Loeiz [[rouantelezh Italia]] hag an anv a impalaer,
* da Garl [[rouantelezh Provañs]], betek Lyon
* da [[Lotar II]] ar peurrest, hanternoz an impalaeriezh, eus [[Friz]] betek Suis. Honnezh eo al lodenn a vo anvet [[Lotaringia]], diwar an anv latin ''Lotharii Regnum'', rouantelezh Lotar.

== Pennadoù kar ==
* [[Lotar]]

Linenn 35:
{| align="center" cellpadding="2" border="2"

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Loeiz an Deol]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Impalaer ar C'hornôg]]

[[840]] – [[855]]'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Loeiz II (impalaer ar C'hornôg)|Loeiz II]]'''

[[Rummad:Impalaered ar C'hornôg]]
Linenn 48 ⟶ 47:
[[be-x-old:Лотар I]]
[[bg:Лотар I]]
[[bs:Lotar I, car Svetog Rimskogrimskog Carstvacarstva]]
[[ca:Lotari I]]
[[cs:Lothar I. Franský]]