Zoroastregezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
== Testennoù sakr ==
=== An avesta ===
An Avesta (avestā, en [[avesteg]]) eo hollad testennoù sakr ar zoroastregezh. Levr sakr Zoroastriz eo. Skrivet eo e stummoù disheñvel eus an heniraneg, anvet [[avesteg]]. Al lodennoù koshañ, re ar gathaoù, zo skrivet en ur yezh ken arkaek hahag hini ar [[Rig Veda]] ([[sanskriteg]] vedek), ar « gathaeg », ar re all en avesteg diwezhat. Skrivet eo an testennoù gant al lizherenneg avestek.
Eus al levr orin, ennañ 21 levr pe gatha (en avesteg gāθā), meulganoù zo war un dro pleustradoù ha barzhonegoù, ne chom nemet ur c'hart hiziv an deiz, da lâret eo war-dro ur miliad pajennoù. Lavaret e vez e vije bet distrujet ar peurrest da vare aloubadegoù armeoù [[Aleksandr Veur]] a lakaas deviñ levraoueg palez [[Persepolis]] pe re an Arabed er VII{{vet}}.
 
An testennoù a chom zo ar Gathaoù, ar Yasna, ar Visperad hag ar Vendidad. Ouzhpenn an testennoù-se e chom levr pedennoù an tiegezhioù anvet an Avesta Khordeh, ennañ ar Yashtoù hag ar Siroza.
An testennoù ar muiañ sakr zo ar seitek GathasGatha pe « meulganoù sakr » a vije bet savet gant [[Zoroastr]] e-unan, hag a ziskouez e demz-spered. Skrivet int er yezh koshañ ha diaesañ da zisplegañ.
=== An testennoù diwezhat ===
Kavout a reer ivez e-mesk an testennoù skrivet e krennberseg hag e Pahlavegskritur Pahlavek savet en IX{{vet}} hag en X{{vet}} kantved kalz levrioù relijius zoroastrek, rak ar pep brasañ eus ar skriverien hag eus ar skrivagnerien a oa izili eus arkloer kloerarar zoroastregezh. Al levrioù pouezusañ eus ar maread-se zo an Denkard, ar Bundahishn, ar Menog-i Khrad, lodennoù eus ar Zadspram, Jamasp Namag, lizhiri Manucher, Rivayats, Dadestan-i-Denig, hag Arda Viraf Namag. Holl an testennoù savet e krennberseg diwar-benn ar zoroastregezh aveza vez sellet oute evel mammennoù a eil renk diwar-benn ar relijion. Koulskoude o deus bet ul levezon vras arwar ar relijion-se.