Keflusker Stirling : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: ko:스털링 엔진
D r2.7.2) (Robot kemmet: id:Mesin stirling; Kemm dister
Linenn 8:
[[Skeudenn:Animrhombor.gif|thumb|right|200px|'''Keflusker Stirling beta''' Gant un adc'haner eo an hini-se.]]
 
== An istor ==
 
E-penn kentañ an XIX{{vet}} kantvet e tarzhe alies kaoterioù ar vekanikoù-aezhenn o gloazañ tud. Sur a-walc’h eo an abeg-se en deus mennet [[Robert Stirling]] da labourat a-benn seveniñ ur c’heflusker hep kaoter gant gwaskoù re uhel ennañ hag ouzhpenn-se gwellaat spletusted ar mekanik rak n’eo ket dav tommañ dour. E 1816 e kemeras neuze [[Robert Stirling]] ur breved war e mekanik dre aer tomm hag un neubeut amzer goude e ouzhpennas dezhañ ur pezh talvoudus : an adc’haner. Ar pezh-se, dre raktommañ ha rakyennañ ar gaz, en deus kresket kalz spletusted ar c’heflusker. E 1843 eo bet staliet gant James Stirling (breur Robert Stirling) ur c’heflusker Stirling en uzin ma laboure evel ijinour. Siwazh, rak un diouer a galloudegezh ha kudennoù torridigezh ez eo bet erlec’hiet gant ur mekanik-aezhenn un neubeut amzer goude. E 1871 a drugarez araokadennoù an [[termodinamik]] ez eus bet tu da [[Gustav Schmidt]]<ref>{{en}} [http://www.sesusa.org/DrIz/isothermal/Schmidt.html The Schmidt Analysis]</ref> diskrivañ kelc’hiad ar c’heflusker Stirling gant ar matemetik.
Linenn 18:
Ur beñveg studi eo deuet da vezañ hiziv kement evit tud prevez, embregerezhioù arbenniget pe evit an [[NASA]].
 
== Pennaenn ==
[[skeudenn:MM-7 Stirling Engine.jpg|thumb|right|Keflusker Stirling MM-7, Eus ar seurt gamma eo ha goulenn a ra un diforc'h temperadur a 4&nbsp;°C hepken da vont en dro.<ref>[http://www.stirlingengine.com/product/78?product_id=78 {{en}}Lec'hien an embregerezh en deus krouet an MM-7]</ref>]]
Ar c’heflusker Stirling a dreuzfeurm energiezh termek en energiezh mekanek. Evit en ober e vez implijet ur fluidenn, ur gaz (aer, dihidrogen pe heliom), hag a vez tommet ha yennaet a-benn implijout fenomenn an emled.
 
Linenn 27:
 
 
=== Kelc’hiad Stirling ===
 
Kelc’hiad Stirling a zo ar c’helchiad termodinamik diskrivet gant an holl geflukerioù Stirling. Ar c’helc’hiad-se a zo amginus da lâret eo e c’hall ur c’hefluker Stirling produiñ energiezh termek, ha diouzh an tu ma troio e yeno pe e tommo al lodenn a vez sañset tommet anezhi.
Linenn 35:
Peder frantad a zo er c’helc’hiad : (selet war ar grafik)
 
* Poent 1 betek 2 : Distennadur izoterm (gant un temperadur digemm). Brasaat ’ra ar volum ha diskenn ’ra ar gwask. Er prantad-mañ e vez produet an energiezh mekanek.
* Poent 2 betek 3 : Yenadur izokor (gant ur volum digemm). Trement a ra ar gaz en adc’haner en ur tommañ anezhañ. Yenaat a ra da c’houde e lodenn yen ar c’heflusker. Diskenn a ra temperadur ha gwask ar gaz er prantad-se.
* Poent 3 betek 4 : Kenwaskadur izoterm. Yenaet e vez ar gaz e-keit ma vez kenwasket anezhañ. Er prantad-se e vez bevezet energiezh mekanek da kenwaskañ ar gaz.
* Poent 4 betek 1 : Tommadur izokor. Trement ’ra ar gaz en adc’haner un ur yenañ anezhañ. Tommet eo da c’houde e lodenn tomm ar c’hefluker. Kreskiñ a ra temperadur ha gwask ar gaz er prantad-mañ.
 
 
 
=== An adc’haner ===
An adc’haner a zo sur-wac’h ijinadenn pennañ [[Robert Stirling]]. Efedusted ur c’heflusker Stirling a zo diouzh an diforc’h a [[temperadur]] a zo etre al lodenn tomm hag al lodenn yen met ivez diouzh an adc’haner hag e perzh pouezus.
 
Linenn 49:
Dre an adc’haner e vez nebeutoc’h a eskemmoù d’ober el lodennoù yen pe tomm, da lâret eo e vez kresket efedusted ar c’heflusker, met krouet e vez ivez ur volum kollet. Dre ma n’eo ket aes d’ober eskemoù energiezh gant ar gazoù, ez eo diaes jediñ stumm ha mentoù an adc’haner met dre ma vez kresket efedusted ar c’heflusker e ra dioutañ luziet met talvoudus..<ref>[http://www.moteurstirling.com/ {{fr}}Ul lec'hienn diwar benn ar c'hefluskerioù dre aer tomm]</ref>
 
== Perzhioù mat ha perzhioù fall ==
=== Perzhioù mat ===
* Produiñ a ra neubeut a daskrennoù rak n’ez eus tarzhadenn ebet, klapet ebet na gazoù o vont er maez, ar pezh a ra dioutañ ur c’heflusker didrouzus.
* Un efedusted uhel en deus hag ouzhpenn-se ez eus moien da implijout anezhañ d'ober kenganerezh.
* Aez da zerc’hel a drugarez ma n’ez eus eskemm ebet etre ar maez hag an diabarzh, reaktadenn kimiek ebet ennañ hag ur veizherezh simpl.
* Liester an andonioù tomm posupl : skinoù an Heol, geotermiezh, koad, petrol pe memes tommder ar c’horf.
* Amginus eo a-drugarez d’e gelc’hiad. En ur luskañ anezhañ gant ur c’heflusker all e teu da vezañ ur pomp gwrez a c’hall tommañ a-us 700&nbsp;°C pe yenañ da -200&nbsp;°C.
* Ecologeloc’h eo rak ez eo kalz aesoc’h ober un devidigezh klok en diavaez eget en diabarzh ur c’heflusker.
 
 
 
=== Perzhioù fall ===
* Rankout a ra peurstankadur ar ribouler bezañ uhel kenañ hag an diforc’hioù temperadur ne aesont ket d’en ober. Ouzhpenn-se ez eo diaes da gaout un diforc’h bras a temperadur etre daou beg ar memes sailh evit ar c’hefluskerioù beta ha gamma.
* Ur veizerezh diaes rak ez eo diaes d’ober eskemmoù temperadur gant ar gazoù hag ez eo ret kaout an neubeutañ a volumoù kollet (lec’h ma ne vez ket graet ar c’helc’hiad gant ar gaz). Ouzhpenn-se ez eus kudennoù liammet gant fiñvoù ar gaz er c’hefluker.
* Diaes eo kemm lusk ha koublad ar c’heflusker-se rak ez eus tu en ober hepken en ur kemmañ feur gwaskañ ar fluidenn. Ar pezh a sav ur gudenn bras evit industriezh ar sevel kiri-tan.
* Ar priz a zo uhel rak ne vez ket produet kalz gant an industriezh ha dianavezet eo gant an dud voutin, ar pezh ne chikour ket da werzhañ anezhañ. Ar fed-se a c’hallfe cheñch gant an enklaskoù war ar produiñ energiezh ha dreist holl energiezh adnevesaüs.
 
 
== Implijoù hiziv an deiz ==
 
* Implijoù kenwerzhel pennañ ar c’heflusker Stirling a zo produiñ tempadurioù izel kenañ a-benn glizhenniñ gazoù.
* Studiet eo bet evit listri-spluj svedek Classe Gotland rak ez eo didrouzus a-walc’h met ivez rak ez eus nebeutoc’h a zour-tan dizevet.
* Un nebeut a listri amerikan o deus kefluskerioù Stirling d'o kas en dro.
* Studiet eo bet gant an [[NASA]] evit produiñ energiezh evit al loarelloù hag ur raktres a zo ivez evit produiñ energiezh war al Loar.
* Kinniget eo bet gant an embregerezh MSI a grou kartennoù vamm urzhiaterezh yenaat anezhe gant kefluskerioù Stirling tommet gant ar gartenn da yenaat.
* Lakaet eo bet gant ar saverien kaoterioù hiniennel lakaat kefluskerioù Stirling da zaspugnañ an energiezh a chom e moged ha da broduiñ neuze [[tredan]].<ref>[http://cogeneration.discutforum.com/microcogeneration-stirling-f1/la-chaudiere-electrogene-a-moteur-stirling-type-siemens-double-effet-t13.htm {{fr}}Lec'hien kinnig an teknik-se]</ref>
* Produiñ tredan adalek skinoù an Heol. Graet eo bet en [[Arizona]] gant 1.5MW a zo staliet en dezezh.<ref>[http://www.moteurstirling.com/ {{fr}}Ul lec'hienn diwar benn ar c'hefluskerioù dre aer tomm]</ref>
 
 
 
== Seurtoù disheñvel ar c’hefluker Stirling ==
 
=== Stirling alfa ===
Ur c’helusker Stirling alfa a vez ennañ daou ribouler galloudegezh : unan er sailh tomm hag egile er sailh yen. An daou sailh a zo distag an eil ouzh eben ha liammet gant un duelenn warnañ an adc’haner, ma n’eo ket an duelenn un adc’haner dezhañ e unan. Ar c’heflusker-se en deus ur c’heñver galloudegezh-volum uhel. N’en deus ket ar c’heflusker-se a ribouler diblaser.
 
Sed aze chema ur c’heflusker Stirling alfa, trein a ra e memes tu hag a [[horolaj]].
 
=== Stirling beta ===
[[Skeudenn:BetaStirlingTG4web.jpg|thumb|200px|'''Troc'h ur c'heflusker Stirling beta.''' Lodenn tomm e roz, lodenn yen e gris. Hep adc'haner eo.]]
Ar c’hefluker Stirling beta a implij ur gaz endalc’het etre daou ribouler kenahelel hag a fiñvont an eil e keñver eben pa vez cheñchamantoù volum gant ar gaz hag a fiñvont asambles, pe dost, evit cheñch lodenn d’ar gaz. Al lodenn tomm hag an hini yen a zo e pennoù enep ar memes sailh ar pezh a sav kudennoù eskemm energiezh etreze.
Linenn 94:
Bez ez eus memestra kefluskerioù anvet beta e lec’h ma vez implijet al lodenn a zo a-us ar ribouler tomm evel lodenn tomm ha neuze ez eus moien lakaat un adc’haner etre an div lodenn. Ar stumm-se a zo tostoc’h diouzh ur c’heflusker Stirling gamma.
 
=== Stirling gamma ===
Ar c’heflusker Stirling gamma a zo ur c’heflusker gant : evel en hini beta al lodenn tomm hag al lodenn yen e pennoù enep ar memes sailh, met e gant daou ribouler ha n’int ket kenahelel. En em diblasañ a ra ar ribouler diblaser adalek al lodenn tomm betek al lodenn yen en ur skarzhañ kuit ar gaz el lodenn enep. Kemmoù temperadur ar gaz a laka neuze ar gwask da kemmañ hag ar ribouler galloudegezh da fiñval.
 
Linenn 101:
Gant kefluskerioù 'zo eus ar seurt gamma e vez ur ribouler diblaser peurstank ha neuze e vez moien lakaat un adc’haner etre al lodenn tomm hag an hini yen, ha brasaat an efedusted.
 
=== Ar fluidyn ===
 
Ar fluidyn a zo ur c’heflusker a heul kelc’hiad Stirling ha dre-se ez eo ur c’heflusker Stirling daoust dezhi kaout tost pezh ebet o finval ha da vont en dro gant ul lusk izel kenañ (0.5-1 Hz). Tost, rak ez eus hepken an div glozell hag a fiñv un neubeut.
Linenn 107:
Pa vez tommet ar gaz el lodenn tomm e kresk ar gwask hag a lak an dourenn da ziskenn el lodenn tomm ha da pignat un neubeut el lodenn yen, dre ma vez gwasket e trement un neubeut a zourenn dreist d’ar glozell uhelañ ivez. Goude e tiskenno an dourenn el lodenn yen evit pignat el lodenn tomm, neuze e vez kaset ar gaz etrezek al lodenn yen. El lodenn yen e tigresk temperadur ar gaz ar pezh a laka ar gwask da izellaat ha dre-se e vez sunet un neubeut a zourenn. Pignat a raio goude an dourenn el lodenn yen en ur c'has ar gaz el lodenn tomm.
 
Dre ma n’ez eus pezh ebet diaes da seveniñ ar pomp-se n’eo ket uhel e priz met ne vez ket sunet kalz ganti keneubeut (unan 2cm treuzkiz, 50&nbsp;°Ca ziforc’h etre an div lodenn a sun tro-dro 6L dre eur).<ref>{{fr}}[http://mon.danstagueule.fr.free.fr/NRJrealiste/stirling/Lanzetta.pdf Teuliad diwar-benn ar fluidin]</ref>
 
=== Kemmoù all diouzh ar pennaenn ===
Kalz a kemmoù a zo bet kinniget :
* Pezhioù elastik e plas ar pezhioù solut : diafragm, dourenn. En ur implijout an teknikoù-se ez eus tu sevel kefluskerioù gant riboulerioù dieub.
* Sevel ur mekanik gant meur a c’heflusker Stirling lakaet a-steud evel-se e teu da vezañ pep ribouler galloudegel ha diblaser. Evel ar c’hefluskerioù doubl efed.
* En ur lakaat pennaenn ar c’heflusker Stirling da vont en dro gant keflukerioù troiüs e vez tu da lakaat meur a gelc’hiad da vont en dro asambles, ar c'haziturbin eo.
 
== Notennoù ha daveoù ==
<references/>
 
== Liammoù diavaez ==
* {{fr}}[http://www.moteurstirling.com/ Lec'hienn diwar-benn ar c'heflusker Stirling]
* {{fr}}[http://www.dailymotion.com/video/x3i0zn_le-moteur-stirling_auto Video o tiskouezh splan e c'hall ar c'heflusker Stirling tommañ pe yenañ ivez.]
 
[[Rummad:Kefluskerioù]]
Linenn 141:
[[hi:स्टर्लिंग इंजन]]
[[hu:Stirling-motor]]
[[id:Mesin Stirlingstirling]]
[[it:Motore Stirling]]
[[ja:スターリングエンジン]]