An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Evit ar geriadurioù e oe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel [[Pêr Denez]] evit ar geriadur kentañ). [[Iwan Kadored]] ha [[Jean-Yves Lagadeg]] o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.<br/>
E derou an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant pep a skol Diwan, met e chome bernadoù bras pa veze lakaet da embann etre 500 ha 100 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome ar gopridi hep bezañ paeet mizioù-pad. <br>
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr pep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strizhas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann gallekc'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs embann "Mémoires d'un paysan bas-breton" ([[emvuhezskrid]] [[Jean-Marie Déguignet]]) a c'hounezas ur brud divent ken e oe sellet 150 000 skouerenn eus outañ.<br>Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne yeas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.
Staliet e oa bet An Here e-pad seitek bloaz en ur savadur bihan tost da [[skolaj Diwan Penn-ar-Bed|skolaj Diwan ar Releg]] pa oa un emglev etre An Here, [[Diwan]] hag ar c'hevarzhe [[A-gevred]] evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr [[ar Releg-Kerhuon]]. E [[2001]] e tilojas An Here da [[Plougastell-Daoulaz|Blougastell-Daoulaz]].<br>
Dre ma oe digresket ar yalc'hadoù publik goude [[afer Roparzh Hemon]] e [[2000]], ne c'hellas ket mui An Here embann kement a levrioù evel ma ree ez eas da [[freuz-stal]] e [[2005]].