An Here : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Adwel
Linenn 1:
Krouet eo bet an [[ti-embann]] '''An Here''' e 1983 hag aet eo da [[freuz-stal]] e diwezh [[2005]]. Savet e oa bet gant [[Martial Menard]] hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e [[Skol Diwan Kemper]] a oa staliet e [[Ploveilh]] d'ar mare-se). <!-- Ganet e [[Pariz]] (met tud breizhat en doa), stummet eo bet evel [[keginerezh|keginer]] a-raok mont da Vreizh pa oa war e ugent. Goude bezañ bet toull-bac'het diwar damall kemer perzh e oberezhioù ar [[FLB]], e oe lezet da vont en 1981 hag e talc'has da zeskiñ brezhoneg ar bobl e Ploveilh koulz hag hini al lennegezh. --> Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar [[krennard|grennarded]] levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel. E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhoneg. Ur stumm skeudennaet a oe embannet en 1995 ([[Geriadur brezhoneg 1995|Geriadur brezhoneg]]) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 ([[Geriadur brezhonegBrezhoneg an Here (2001)|Geriadur brezhoneg an Here]]).
An ti-embann a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhoneg evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.
==Aozadur ha politikerezh-embann==
Dindan stumm ur c'hevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel.
Rener an embann e oa Martial Menard ha [[Claudie Motais]] a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh sevel [[troidigezh]]ioù 'zo.
Evit ar geriadurioù e oevoe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel [[PêrPer Denez]] evit ar geriadur kentañ). [[Iwan Kadored]] ha [[Jean-Yves Lagadeg]] o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.
E derou an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant pep akement skol Diwan, met e chome bernadoù bras pa veze lakaet da embann etre 500 ha 1001 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome ar gopridic'hopridi hep bezañ paeet mizioù-pad. 
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr pepbep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strizhasstrishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs embann "Mémoires d'un paysan bas-breton" ([[emvuhezskrid]] [[Jean-Marie Déguignet]]) a c'hounezas ur brudvrud divent ken e oevoe sellettennet 150 000 skouerenn eus outañ.
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z yeaseas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.
Staliet e oa bet An Here e-pad seitek bloaz en ur savadur bihan tost da [[skolaj Diwan Penn-ar-Bed|skolaj Diwan ar Releg]] pa oa un emglev etre An Here, [[Diwan]] hag ar c'hevarzhe [[A-gevred]] evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr [[ar Releg-Kerhuon]]. E [[2001]] e tilojas An Here da [[Plougastell-Daoulaz|Blougastell-Daoulaz]].
Dre ma oe digresket ar yalc'hadoù publik goude [[afer RoparzhRoparz Hemon]] e [[2000]], ne c'hellas ket mui An Here embann kement a levrioù evel ma reerae eza-raok eashag e dareas [[freuz-stal]] e [[2005]].
==Arc'hantaouiñ==