An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adwel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Dindan stumm ur c'hevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel.

Rener an embann e oa Martial Menard ha [[Claudie Motais]] a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh sevel [[troidigezh]]ioù 'zo.

Evit ar geriadurioù e voe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel [[PerPêr Denez]] evit ar geriadur kentañ). [[Iwan Kadored]] ha [[Jean-Yves Lagadeg]] o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.

E derou an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant kement skol Diwan, met e chome bernadoù bras pa veze lakaet da embann etre 500 ha 1 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome ar c'hopridi hep bezañ paeet mizioù-pad.

Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs embann "Mémoires d'un paysan bas-breton" ([[emvuhezskrid]] [[Jean-Marie Déguignet]]) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn eus outañ.
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.