Gilgamech : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Gilgamech''' (/ɡilˈɡa:mɛʃ/, e [[skritur gennheñvel]] [[Akkadeg|Akkadek]]: <nowiki>[</nowiki>[[Image:B469ellst.png|20px|link=Wiktionary:𒄑|alt=𒄑]] [[Image:B120ellst.png|20px|link=Wiktionary:𒈦|alt=𒈦]]<nowiki>]</nowiki>, ''Gilgameš'', anvet ivez '''Bilgames''' en testennoù sumerian kentañ)<ref>''The Epic of Gilgamesh'', troet gant Andrew George 1999, Penguin books Ltd, Harmondsworth, p. 141 ISBN 13579108642</ref> a oa pempved roue [[Uruk]], er pezh zo [[Irak]] ha [[Koweit]] hiziv (tierniezh abred II, kentañ tierniezh Uruk), hag en dije renet war-dro 2500 vloaz kent J.K. Hervez ar rolloù rouanez sumerian en dije renet e-pad 126 vloaz.
 
En '''enskrivadur Tummal,'''<ref>Enskrivadur Tummal, ur roll rouanez astennet diazezet war eilennoù standard Babylonia[[Babilonia]] gozh. Meur a skouerenn zo, lod eus [[Ur]] ha Nippur.</ref> Gilgamech hag e vab [[Ur-Nungal|Urlugal]], a adsavas santual an doueez [[Ninlil]], e Tummal, ur c'harter sakr en he c'heoded [[Nippur]]. Gilgamech eo haroz pennañ ''[[Meurgan Gilgamech]],'' an oberenn vrasañ eus lennegezh kozh Mezopotamia zo chomet betek ennomp.
 
Er meurgan e dad a oa [[Lugalbanda]] hag e vamm [[Ninsun]] (anvet Rimat Ninsun gant lod), un doueez. E mitologiezh Mezopotamia, Gilgamech a oa un hanterzoue, dezhañ un nerzh dreistdenel, a savas murioù keoded Uruk da zifenn e bobl diouzh gourdrouzoù an diavaez, hag e reas ur veaj hir hag arvarus da gejañ gant ar fur [[Utnapishtim]], a oa chomet bev war-lerc'h al [[Liñvadenn Veur]]. Deskrivet e vez peurliesañ evel doue evit div drederenn ha den evit un drederenn.
Linenn 90:
 
[[rummad:Istor Irak]]
[[rummad:Renerien Sumeriansumerian]]
[[rummad:Harozed ar vitologiezh sumerian]]
[[rummad:Meurgan Gilgamech|*]]