Athena : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: oc:Atena
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:ACMA Athéna contemplative.jpg|thumb|right|180px|''Athena oc’h arvestal'', izelvos, war-dro  [[-460|460 kent JK]], [[mirdi an Akropol]]]]
 
[[Skeudenn:Pallasetlecentaure.jpg|thumb|left|240px|''Pallas hag an [[den-marc'h]]'', livet gant [[Sandro Botticelli|Botticelli]] e [[1482]].]]
 
'''Athena''' pe '''Athene''' (en [[atteg]] Ἀθηνᾶ / ''Athênã'' pe en [[ionieg]] Ἀθήνη / ''Athếnê'') a oa un doueez e relijion [[Hellaz]] kozh, hañval ouzh [[Minerva]] gant ar Romaned.
Linenn 13 ⟶ 11:
[[Merc'h]] e oa da [[Zeus]] ha d’an [[Okeanidenn]] [[Metis]], a oa [[gwreg]] kentañ mestr an [[doue]]ed ha doueez an [[ijin]] hag an [[ampartiz]] ( ''mễtis'', « kuzul »). [[Ouranos]], an oabl steredek, en devoa kemennet da Zeus e vije tennet e gurunenn digantañ gant ur mab da Metis. Neuze, kerkent ha klevet gantañ e oa Metis o tougen, e reas Zeus e soñj da lonkañ ar bugel (a-benn ar fin ne rae nemet evel [[Kronos]] e dad, hag en devoa lonket e vugale ivez. Un nebeud mizioù war-lerc’h e oa tapet an doue meur gant ar boan-benn war lez al lenn Triton (tud zo a lavar e oa un andon, pe ur stêr). Hag eñ goulenn digant [[Hefaistos]], doue ar govelioù, faoutañ e benn outañ gant ur vouc’hal, evit lakaat ar boan da vont er-maez. Hag Athena da ziflukañ, skoed ha goaf ganti, eus penn Zeus en ur leusker ur youc’hadenn-vrezel.
 
[[Skeudenn:Pallasetlecentaure.jpg|thumb|leftright|240px|''Pallas hag an [[den-marc'h]]'', livet gant [[Sandro Botticelli|Botticelli]] e [[1482]].]]
Diwezhatoc’h e veze gwelet evel merc’h he zad, ha netra ken. En [[Erinied|Eumenided]] [[Eschylos]] e lavar-hi : « Mamm ebet n’em eus bet da reiñ buhez din ».
Evel [[Hestia]] hag [[Artemis]] eo ur werc'hez ha n'he deus darempred ebet gant gwazed.