Teurgoule : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Teurgoule An '''Teurgoule''' (pe c'hoazh '''bourgoule''', '''torgoule''') a zo ur meuz dibar eus Normandi. Un dibenn-pred eo, damheñvel ouzh …
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
An '''Teurgoule''' (pe c'hoazh '''bourgoule''', '''torgoule''') a zo ur meuz dibar eus [[Normandi]].
 
Un dibenn-pred eo, damheñvel ouzh riz diwar laezh. Lakaet e vez [[kanell (temz)|kanell]] ivez, ha poazhet e rank bezañ e-pad pemp eurvezh, a-benn ma vo koulz lavarout dibosupl merzout ar greun riz. Debret e vez an teurgoule pa vez tomm (peurliesañ), asambles gant un tamm ''fallue'' (ur seurt briochenn eus Normandi) hag ur banne [[sistr]].
 
==Istor==
Aozennoù ([[riz]] ha [[kanell]]) ar meuz-mañ, hag a zo arouezius eus [[Normandi]], n'o deus tamm liamm ebet gant Normandi. Implijet e vezont dre ma vezent kaset da Normandi gant ar gourserien normant hag a dage bagoù spagnol pa zeuent en-dro eus [[Amerika]], da vare ar XVII{{vet}} kantved.
Hiziv an deiz e c'hoarvez e vefe implijet ur glorenn [[vanilha]], [[karamel]], tammoù-plusk aouravaloù pe zoken un delienn [[lore]] e-lec'h implijout [[kanell]].
Breuriezh an teurgoule a zo diazezet e [[Houlgate]], ur genstrivadeg fardañ teurgoule a vez aozet bep bloaz gant hec'h izili.