Gwez (plant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Eos 2011 da 11:53

Ur wezenn zo ur blantenn goadek gant brankoù stag ouzh ur c'hef. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober gwezenn anezhi.

Elfennoù a-bouez eus an natur eo ar gwez : produiñ a reont oksigen ha digreskiñ an dioksidenn garbon en aergelc'h, skoilhoù int ouzh ar c'hrignerezh, goudor a roont d'un ekosistem en o deil ha pourveziñ a reont frouezh, koad ha keuneud... hep ankouaat o ferzh e kaerder ar maezioù.

Morfologiezh

An elfennoù pennañ a ya d'ober ur wezenn eo ar gwrizioù, ar c'hef hag ar brankoù. Gronnet eo ar c'hef hag ar brankoù gant kelligoù marv (ar rusk) hag a warez o lodenn vev.

An darn vrasañ eus ar gwez en deus delioù hag a zo e karg eus ar fotosintezenn.