Roald Amundsen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
D'ar 14 a viz Genver 1911 e stalias e gamp-diazez, ''Framheim'', e [[bae ar balumed]] en [[Antarktika]]. Diouzh e du e stalias an ergerzher saoz [[Robert Falcon Scott]] e gamp e [[Kab Evans]], 700 km e kornôg hini Amundsen. D'an 19 a viz Here e loc'has Amundsen asambles gant Olav Bjaaland, Helmer Hanssen, Sverre Hassel hag Oscar Wisting, gant peder [[treinell|zreinell]] ha 52 [[ki|gi]]. D'ar 14 a viz Kerzu 1911 e tizhjont ar pol Su, pa oa c'hoazh Scott 572 km dioutañ. Leuskel a rejont un deltenn hag ul lizher o tezrevelliñ o zaol-kaer betegout e varvjent war an hent. Treuzvevañ a rejont avat ha d'ar 25 a viz Genver 1912 e oant distro e ''Framheim'', goude ur veaj 2824 km.
 
==Ergerzhadennoù diwezhañ==
E 1918 e treuzas [[Treizh ar Biz]] war vourzh ar '''Maud''' ha dre-se e teuas da vezañ an den kentañ a dreuzas daou dreizh brudetañ Arktika.
 
E 1918 ivez e pakas e desteni loman nijerez hag e miz Mae 1925 e klaskas nijal a-us ar pol Norzh. Gant Lincoln Ellsworth, Hjalmar Riiser-Larsen ha tri den all e loc'has kuit diouzh enez [[Spitzberg]] e bourzh div [[dournijerez]] met ret e voe dezhe douarañ war ar skorn a-raok tizhout o fal. Goude bezañ labouret teir sizhun evit aozañ ur roudenn dibradañ e teujont a-benn da distreiñ yac'h ha dibistig.
 
E 1926 e nijas a-us ar pol Norzh e bourzh ur baloñs (an ''Norge''), asambles gant Ellsworth, Riiser-Larsen, Wisting hag Umberto Nobile. Goude bezañ aet kuit diouzh [[Svalbard]] d'an 11 a viz Mae, tremenet a-us ar pennahel da 1e30 ec'h errujont e Teller, en Alaska, daou zevezh goude. Dre ma'z eus tabutoù diwar-benn ar beajoù kentañ betek ar pol Norzh (ergerzhadenn Cook, hini Peary ha hini Byrd) a c'hellfe bezañ pe amreizh a-fed daveennoù douaroniel pe gevier e kav da dud 'zo eo beaj an ''Norge'' a voe an hini gentañ o tizhout ar pol. Mard eo gwir e vefe neuze Amundsen ha Wisting an daou zen kentañ o vezañ tizhet daou bennahel an Douar.
 
==Steuziadenn==
Divizout a reas Amundsen mont war e leve goude e veaj war vourzh an ''Norge''. Padal, d'an 18 a viz Even 1928 e pignas en un dournijerez a-benn mont da saveteiñ Nobile hag e akipaj a oa flastret o baloñs e hanternoz Spitzberg pa oant war o distro diouzh ar pol Norzh. Mont a reas diwar wel ha ne voe ket adkavet e gorf.