Inizi Maloù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: hif:Falkland Islands
Linenn 49:
Spurmantet e oa bet an inizi gant merdeerien [[Bro-Spagn]] e [[1520]] pa vez meneget inizi war ar [[kartenn|c'hartennoù]] spagnat da-c'houde. Adkavet ez int bet un tamm gant Sebald de Weert, ur merdeer izelvroat e [[1600]] a embannas e kouezhe an inizi e kerzh e vro. Merdeerien [[Sant-Maloù]] a zeuas goude hep staliañ ur c'hampadur stabil. E 1690, ar merdeer saoz John Strong ne c'hellas ket tizhout aodoù [[Arc'hantina]] hag tizoloas ar ganol-vor etre an daou enez pennañ. An anv roet d'ar [[kanol|ganol-vor]], Falkland, e enor ar 5vet Kont Falkland, hemañ arc'hantaer ar [[beaj|veaj]], a oe roet ivez d'an [[enezeg]] a-bezh gant ar Saozon.
 
E [[1764]] e teuas ar merdeer gall [[Louis- Antoine de Bougainville]] hag e stalias ur c'hampadur anvet Port-Louis en enez pennañ er Reter. E penn ar bloaz 1765 e tizoloas ar moraer saoz [[John Byron]] lodennoù an enez kornôg hep gouzout tra eus staliadur ar C'hallaoued hag e embannas kerzh ar Roue saoz [[George III a Vro-Saoz|George III]] war an inizi. E [[1766]] e teuas ar Spagnoled evit skarzhañ ar 115 trevadenner gall kuit. Sevel a reas ar gouarner ur [[chapel]] dediet da Itron Varia an Digenvez (Soledad), met ne chomas ket trevadennerien spagnat ebet goude [[1811]].<br />
E [[1816]] e teuas da vezañ Arc'hantina un [[riez]] dizalc'h hag e embannas e [[1820]] e wirioù. Kas a reas trevadennerien e 1826, met distrujet e voe ar staliadur gant ar [[Stadoù-Unanet]] diwar abegoù o tennañ da chaseal ar [[reunig]]où. O vezañ m'en doa kaset Arc'hantina ur gouarner all e tistroas ar Saozon e [[1833]] hag e kemerjont an enezeg ken e eo bet miret ganin nemet e-pad un prantad bihan.<br />
E 1914 ez eus bet un emgann war vor etre [[morlu|morluioù]] [[Breizh-Veur|saoz]] hag [[Alamagn|alaman]].