Ken George : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : right|thumb|250px|Kenneth J. George, e miz Mae 2006 '''Kenneth J. George''', a sin e oberennoù '''Ken George''', zo ur moroniour, ur barzh hag ur ye...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:DrKenJGeorgeMay2006.jpg|right|thumb|250px|Kenneth J. George, e miz Mae 2006]]
'''Kenneth J. George''', a sin e oberennoù '''Ken George''', zo ur moroniour, ur barzh hag ur yezhoniour<ref>[http://www.perc.plymouth.ac.uk/shelf/people/kgeorge/kgeorge.html Dr. Ken J. George - research sea shelf oceanography plymouth]</ref> anavezet dre m'en deus savet ar [[Kernewek Kemmyn|C'hernewek Kemmyn]], ar reizhskrivadur eus ar [[Kerneveureg|c'herneveureg]] implijjet ar stankañ. Hervez he difennerien e vefe fealoc'h da fonologiezh ar [[Kerneveureg|c'hrenngerneveureg]] evit e diaraoger ([[Kernewek Unys]] pe Unified Cornish]]). Kroget e oad da ober gant ar c'hernewek Kemmyn e 1987. George en deus embannet tremen 80 levr a denn d'ar yezhoniezh keltiek, en o zouez meur a c'heriadur kerneveurek. Embannet e oa e embannadur eus ar pezh-c'hoari krenngerneveureg ''[[Bywnans Ke]]'' a oa dizoloet a-nevez gant [[Kesva an Taves Kernewek]] e miz Mae 2006.<ref>[http://www.howlsedhes.co.uk/bywnanske/ Bywnans Ke embannet]</ref> Resevet en deus George a Commendationmeuleudioù evit e oberenn e prizioù Holyer an Gof 2007. Troet en deus un niver a ganaouennoù hag a veulganoù e kerneveureg, hag ivez komzoù ''[[Die Zauberflöte|ar fleütenn achantet]]''. Savet en deus ivez barzhonegoù e Kerneveureg, en o mesk ar ''Flogholeth Krist,'' e stumm an [[Ordinalia]].
 
Emañ George o chom e [[Kernev-Veur]], ha komz a ra [[brezhoneg]], [[galleg]], [[saozneg]] ha Kerneveureg. George a oa pennbrezegenner [[moroniezh]] e skol-uhel studioù ar mor e [[Skol-Veur Plymouth]].
 
Dont a reas da vezañ barzh eus [[Goursez Kernev-Veur]] e 1979, dindan an anv barzh ''Profus an Mortyd'' ('Diouganer mareoù'). Tennañ a ra an anv-se da unan eus e zanvez enklask e moroniezh, an eil o vezañ modelouriezh niverel. Tremen 50 pennad ha levr en deus savet war dachenn ar voroniezh, en o mesk an dornlevr ''Tides for Marine Studies'', a oa gwerzhet ouzhpenn 1000 skouerenn anezhañ.