Django Reinhardt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
E 1931 e sone e laz-seniñ « Croix du Sud », renet gant André Ekyan, e touesk Alix Combelle ha Stéphane Grappelli. Gwech an amzer, er mare-se, en deveze tro da seniñ gant an akordeonour italian Vetese Guerino, ar breudeur Baro ha Matelo Ferret.
Gant [[Stéphane Grappelli]], ha gant sikour Louis Volail e savas e 1934 ar Quintette du Hot Club de France. Breur Django, Joseph alias "Nin-nin", Roger Chaput hag e c'hitar ha Louis Vola ouzh ar gourrebed a enbarzhas ivez ar strollad. Berzh bras a reas neuze ar sonerezh nevez a ijinjont. Un toullad pladennoù a enrolljont er bloavezhioù war-lerc'h, ouzhpenn d'an troiadoù a raent en Europa a-bezh asambles gant arzourien a-bouez evel Coleman Hawkins, Benny Carter pe Rex Stewart. Gant e deknik hag e ouiziegezhioù e teuas Django a-benn da vezañ doujet gant ar re-se, daoust dezhañ bezañ bet desket e-unan.
E 1939 e tarzhe ar brezel. E Bro-Saoz e oa ar pempad. Stéphane Grapelli a gouezas klañv hag a rankas chom e Londrez. Distreiñ a reas Django e Frañs, e Toulon, met ne voe ket kaset d'ober brezel abalamour d'e zevadennoù. Chom a reas e lodenn dieub Frañs a-hed ar brezel, mont da seniñ e Pariz, beajiñ...
Enrollañ a reas ar ganaouenn Nuages e 1940 gant Hubert Rostaing, soner klarinetenn ha sakso jazz. Er memes bloavezh e enrollas ivez gant laz-seniñ Pierre Allier.
E 1943 e timezas gant Sophie Ziegler, e eil wreg. Genel a reas Babik Reinhardt ur bloavezh war-lerc'h ; hemañ a zeuas da vezañ gitar bras ivez. Kavout a reas Grappelli en-dro en Dieubidigezh ; deus ar prantad joaius-se e chomas o Marseillaise mil-vrudet bremañ.
 
E 1939 e tarzhe ar brezel. E Bro-Saoz e oa ar pempad. Stéphane Grapelli a gouezas klañv hag a rankas chom e Londrez. Distreiñ a reas Django e Frañs, e Toulon, met ne voe ket kaset d'ober brezel abalamour d'e zevadennoù. Chom a reas e lodenn dieub Frañs a-hed ar brezel, mont da seniñ e Pariz, beajiñ...
Enrollañ a reas ar ganaouenn Nuages e 1940 gant Hubert Rostaing, soner klarinetenn ha sakso jazz. Er memes bloavezh e enrollas ivez gant laz-seniñ Pierre Allier.
 
E 1943 e timezas gant Sophie Ziegler, e eil wreg. Genel a reas Babik Reinhardt ur bloavezh war-lerc'h ; hemañ a zeuas da vezañ gitar bras ivez. Kavout a reas Grappelli en-dro en Dieubidigezh ; deus ar prantad joaius-se e chomas o Marseillaise mil-vrudet bremañ.
 
E touez ar re gentañ o kompren ar be-bop, ur reveulzi jazz o tont eus ar SUA douget gant Charlie Parker ha Dizzy Gillespie, e voe Django Reinhardt e Frañs. Derc'hel a reas kont adalek fin ar brezel ouzh kavadennoù levezonet war-eeun gant ar be-bop, en ur chom feal d'e doare kompren ar sonerezh.
===Hunvreoù dipitus Amerika===
 
(poltred : Django Reinhardt ha Duke Ellington, 1946)
Linenn 38:
Nevezamzer ar be-bop
 
PrennañPrenañ a reas un ti evit en em staliañ e Samois-sur-Seine er Seine-et-Marne, tost da Fontainebleau, er bloavezh 1951. Un nevezamzer e voe evitañ : dont a rae an awen en-dro, ur c'hoari evel n'en devoa bet biskoazh a zeue dezhañ ha boaz e oa da seniñ gant gwellañ be-boperien gall ar mare : Roger Guérin, Hubert ha Raymond Fol, Pierre Michelot, Bernard Peiffer, Jean-Louis Viale. Chom a rae neuze e-touesk nevezerien an Jazz.
 
E 1953, Norman Granz a gemennas da Django e c'hoant da lakaat anezhañ da gemer perzh en troiadoù mil-anavezet Jazz at the Philharmonic. Eddie Barclay, ar produer gall, a lakas anezhañ da enrollañ eizh ton, e stumm ur "gartenn-vizit", evit an amerikaned. An eizh ton dreistordinal-se a verkas da vat ar selaouerien jazz ha gitarourien ar bed-holl, a voe levezonet degadoù a vloavezhioù pad gant stumm seniñ un Django en a-raok war e amzer.
 
Pladenn diwezhañ Django a voe enrollet d'an 8 a viz Ebrel 1953, gant Martial Solal ouzh ar piano (bet o seniñ war an enrolladennoù kentañ), Pierre Michelot ouzh ar gourrebed, Fats Sadi Lallemant ouzh ar vibrafon ha Pierre Lemarchand ouzh ar binvioù-skeiñ. Mervel a reas tri miz war-lerc'h diwar ur c'hleñved empenn. Interet e voe e Samois-sur-Seine.
 
(poltred : Plakenn en enor Django Reinhardt e Samois-sur-Seine)
 
==Eñvor ha levezon==
Lakaet e vez Django Reinhardt, asambles gant Charlie Christian, Joe Pass ha Wes Montgomery, evel unan eus ar gitarourien gwellañ Jazz a zo bet biskoazh. Ul levezon deus ar re gentañ en deus evit lod vrasañ ar gitarourien evel m'o deus Andrès Segovia, Mark Knopfler pe Jimi Hendrix e stummoù disheñvel. Ar stil dezhañ e-unan, etre Jazz ha sonerezh Tzigan, en deus dalc'het gant e hent ha lakaet da c'henel an Jazz Manouch. Deuet eo an Jazz Manouch da vezañ ur gwir folklor evit ar gumuniezh Manouch abaoe marv Django ha sonet e vez pep-lerc'h er bed.
 
Un arouez eo deuet an dudenn-se da vezañ er bed TziganTsigan. Alain Antonietto a lare gwir en ur laret : "Django a zo haroz ur bobl, hini ar bobl TziganTsigan". Evit an dud gwallgaset-se, o deus ranket derc'hel ouzh ur ouennlazh a n'eo ket bet anavezet kement-se, ez eo Django Reinhardt kannad ur sevenadur Tzigan bev mat, etre hengoun ha nevezenti.<br />
 
Ar pezh a chom ivez a zo e bersonelezh dibar, dispont ha didrubuilh, e tenadoù sodiñ ha dreist-ijin. Derc'hel a reer soñj e tonioù anavezetañ Reinhardt, Minor Swing, Nuages, Rythme futur, Anouman, Djangology pe c'hoazh Douce Ambiance. Un nebeud tonioù da Django a zo bet implijet evit sonerezh filmoù ha c'hoarioù video. Implijet eo bet e skeudenn e film Woody Allen Accords et désaccords et 1999 gant Sean Penn. Ar Festival de Jazz Django Reinhardt a zo bet krouet e 1983 e Samois-sur-Seine.
Linenn 92 ⟶ 95:
À l'âge de 13 ans, il court déjà le cachet dans les bars et bals de Paris, ainsi que dans les demeures des gens aisés, tout en continuant de jouer surtout pour son propre plaisir. La réputation du jeune virtuose se répand chez les amateurs de musique et en 1928, le producteur Jean Vaissade permet à Django d'enregistrer son premier disque. L'adolescent ne sachant ni lire ni écrire, même pas son propre nom, les étiquettes portent la mention « Jiango Renard, banjoiste ».
-->
 
{{DEFAULTSORT:Reinhardt,Django}}
 
[[Rummad:Sonerien Jazz]]
[[Rummad:Sonerien gitarGitarourien]]
[[Rummad:TziganedTsiganed]]
 
[[bar:Django Reinhardt]]