Beuzeg-Konk : diforc'h etre ar stummoù

kumun Penn-ar-Bed
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Beuzeg-Konk''' a oa ur gumun e Penn-ar-Bed gwechall hag ul lodenn eus Konk-Kerne eo bremañ. Ur barrez vras e oa ''Beuzeg'' er Grennamzer, anvet diwar anv sant Budog, eno...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Eos 2011 da 14:05

Beuzeg-Konk a oa ur gumun e Penn-ar-Bed gwechall hag ul lodenn eus Konk-Kerne eo bremañ.

Ur barrez vras e oa Beuzeg er Grennamzer, anvet diwar anv sant Budog, enoret en iliz-parrez. Dre ma oa enni un enezennig anvet Konk, e voe anvet Beuzeg-Konk, adalek an Xvet kantved, da lakaat kemm etrezi hag ar parrezioù all eus eskopti Kerne a oa anvet Beuzeg ivez.

Adalek an XIIIvet kantved e teuas Konk (Konk-Kerne) da vezañ ur porzh bras hag ur gêr vras, gant mogerioù-difenn en-dro dezhi. Un drev eus Beuzeg-Konk e oa koulskoude, ha ne zeuas da vezañ ur barrez distag nemet goude an Dispac'h, e 1801. E 1793 e voe krouet div gumun distag, Beuzeg-Konk ha Konk-Kerne.

E 1945 e oa bet staget Beuzeg-Konk ouzh kumun Konk-Kerne.