Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 160:
 
==== Kan XVIII ====
[[Restr:Lovis Corinth Odysseus im Kampf mit dem Bettler 1903.jpg|thumb|right|300px|Kann Odisseüs hag Iros, gant [[Lovis Corinth]], 1903]]
Errout a ra Iros, ur c'hlasker-bara brudet eus Itaka, er palez. Pa wel Odisseüs dic'hizet e klasker-bara hag en e goazez war an treuzoù e krog d'e gunujenniñ. Antinoos hag ar bleustrerien a gav farsus an abadenn ken ez eo hag e prometont kalz kig d'an hini a ganno egile. Daoust d'ar pezh a soñjent ez eo trec'h Odisseüs. Unan eus ar bleustrerien, Amfinomos, a zeu d'ober e c'hourc'hemennoù da Odisseüs ha da ginnig bara dezhañ. Aliañ a ra an haroz dezhañ mont kuit eus ar palez kent distro ar roue, da reiñ ur chañs dezhañ da nompas bezañ lazhet gant ar re all, met Amfinomos a chom. Awenet gant Athena en em ziskouez Penelope d'ar bleustrerien, ha da Odisseüs. Rebech a ra d'ar bleustrerien o emzalcc'h gros, mes Antinoos, o komz en o anv dezhe-holl, a nac'h kuitaat ar palez ken n'he do asantet eurediñ unan anezhe. Melantho, unan eus merc'hed ar palez a du gant ar bleustrerien a gendalc'h da gunujenniñ Odisseüs, ha diouzhtu goude ez eo darbet da unan eus ar bleustrerien, [[Eurimac'hos]], gloazañ an haroz gant un tous. Echuiñ a ra ar banvez en un doare sioul a-walc'h memes tra.