Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 98:
 
Goude c'hwec'h devezh mor e touaront e [[Telepilos]], keoded al [[Lestrigoned]], renet gant ar roue Antifates. Al Lestrigoned avat zo ramzed ha debrerien tud : lazhet ha plaouiet eo ar re en deus kaset Odisseüs da zizoleiñ ar vro, hag al Lestrigoned, sortiet a-vil-vern eus o c'heoded, a zispenn listri Odisseüs o teurel pezhioù bloc'hadoù roc'h oute. Dont a ra a-benn roue Itaka da dec'het, met ne chom gantañ ken nemet ul lestr hag un dornadig keneiled.
[[Restr:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|right|300px|[[Kirke]] o profañ ur gib da [[Odisseüs]]]]
 
<!--[[Restr:OdysseyAntiphates.png|thumb|right|300px|Roue al Lestrigoned o lazhañ unan eus keneiled Odisseüs]]-->
Douarañ a reont goude en Enez [[Aiaia]], m'emañ o chom an achantourez [[Kirke]], merc'h da [[Helios]]. Diskenn a ra roue Itaka da gentañ en douar ha lazhañ ur c'harv bras-meurbet a zegas d'e vag. A c'houde un nebeud devezhioù e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit [[Eüriloc'hos]] e penn 20 den tra ma chom Odisseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant [[Eüriloc'hos]]. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Eüriloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Eüriloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lâr da Odisseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi. En em gavout a ra gant an doue [[Hermes]], dindan neuz un den yaouank kaer, a ziskouez dezhañ penaos e c'hall bezañ trec'h da hud Kirke. Reiñ a ra dezhañ ur blantenn, ar [[moli]], a zistroio strobinelloù Kirke diwarnañ.