Telemac'hos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
== En ''Telegoneia'' ==
[[Image:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|right|280px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[Odisseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., Mirdi Le Louvre (CA 7124)]]
An ''[[Telegoneia]]'' zo ur skrid kollet anavezet dre skridoù eus skrivagnerien all. Danevell a ra buhez Odisseüs goude diwezh an ''Odisseia''.
 
Odisseüs zo lazhet gant [[Telegoneia|Telegonos]], ar mab dianav dezhañ en deus bet gant [[Kirke]]. Goude e varv e tegas Telegonos e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia. Deviñ a ra [[Kirke]] korf Odisseüs ha lakaat ar re all da vezañ divarvel. Dimeziñ a ra Telegonos gant Penelope, ha Telemac'hos gant Kirke.
 
== Hengounioù all ==
 
E mammennoù all e lenner e klaske Palamedes lakaat Odisseüs da gemer perzh gant an Akeaned all e [[Brezel Troia]], hag e-giz ma rae van Odisseüs da vezañ diod e lakaas Palamedes ar bugel Telemac'hos dirak an arar a oa Odisseüs oc'h arat gantañ<ref>Hygin. Fab. 95 ; Serv. ad Aen. ii. 81; Tzetz. ad Lycoph. 384; Aelian, V. H. xiii. 12.</ref>. Hervez mammennoù all e engehentas Telemac'hos Perseptolis, gant Polikaste, merc'h [[Nestor]], pe [[Naosikaa]], merc'h [[Alkinoos]]<ref>Eustath. ad Hom. p. 1796; Dict. Cret. vi. 6.<ref>. Re all a lavar e oa poulzet gant Athena da eurediñ Kirke, hag e engehentas [[Latinus]] ganti<ref>Hygin. Fab. 127; comp. TELEGONUS</ref>, pe e timezas gant [[Kassifone]], ur verc'h da Girke, met e-doug un tabut gant e lezvamm e en dije diskaret anezhi, hag abalamour da se e vije bet lazhet d'e dro gant Kassiphone<ref>Tzetz. ad Lycoph. 808.</ref>. Diouzh mammennoù all en dije bet ur verc'h anvet Roma, a zimezas gant [[Aeneas]]<ref>Serv. ad Aen. i. 273.</ref>. Un destenn a zanevell e oa kaset pell diouzh Itaka abalamour d'un diougan a lâre e oa dañjerus e vab evitañ. Hervez Servius<ref>ad Aen. x. 167</ref> en dije savet keoded [[Clusium]] en [[Etruria]].
 
==Lennegezh c'hallek==