Telemac'hos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 23:
== Hengounioù all ==
 
E mammennoù all e lenner e klaske Palamedes lakaat Odisseüs da gemer perzh gant an Akeaned all e [[Brezel Troia]], hag e-giz ma rae van Odisseüs da vezañ diod e lakaas Palamedes ar bugel Telemac'hos dirak an arar a oa Odisseüs oc'h arat gantañ<ref>Hygin. Fab. 95 ; Serv. ad Aen. ii. 81; Tzetz. ad Lycoph. 384; Aelian, V. H. xiii. 12.</ref>. Hervez mammennoù all e engehentas Telemac'hos Perseptolis, gant Polikaste, merc'h [[Nestor]], pe [[Naosikaa]], merc'h [[Alkinoos]]<ref>Eustath. ad Hom. p. 1796; Dict. Cret. vi. 6.</ref>. Re all a lavar e oa poulzet gant Athena da eurediñ [[Kirke]], hag e engehentas [[Latinus]] ganti<ref>Hygin. Fab. 127; comp. TELEGONUS</ref>, pe e timezas gant [[Kassifone]], ur verc'h da Girke, met e-doug un tabut gant e lezvamm e en dije diskaret anezhi, hag abalamour da se e vije bet lazhet d'e dro gant Kassiphone<ref>Tzetz. ad Lycoph. 808.</ref>. Diouzh mammennoù all en dije bet ur verc'h anvet Roma, a zimezas gant [[Aeneas]]<ref>Serv. ad Aen. i. 273.</ref>. Un destenn a zanevell e oa kaset pell diouzh Itaka gant Odiseüs abalamour d'un diougan a lâre e oa dañjerus e vab evitañ. Hervez Servius<ref>adAd Aen. x. 167</ref> en dije savet keoded [[Clusium]] en [[Etruria]].
 
==Lennegezh c'hallek==