Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 55:
 
 
Antronoz, [[Telemac'hos]] hag [[Athena]] (Atav dindan neuz [[Mentor (mitologiezh)|Mentor]]) a zilestr e [[Pilos]] d'ar mare m'emañ [[Nestor]] hag e geneiled oc'h aberzhiñ tirvi en enor da [[Poseidon|Boseidon]]. Kaset int gant unan eus mibien Nestor, Pisitratos, betek e dad a laka anezhe da gemer perzh er pred. Nestor a ra anv eus ar poanioù diwasket gant an harozed e [[Troia]] hag o zonkad gwalleürus. Doare fresk ebet n'en deus avat eus Odisseüs. War goulenn Telemac'hos e teskriv Nestor marv [[Agamemnon]], drouglazhet gant [[Aigistos]] pa zistroas eus ar brezel. Aliet eo Telemac'hos gant Nestor da vont da [[Sparta]]. [[Menelaos]] zo an hini diwezhañ da vezañ distroet er gêr goude kalz avanturioù ha marteze en deus klevet keleier eus Odisseüs.
Goude o diviz e kinnig Nestor d'e ostizien tremen an noz en e balez. Asantiñ a ra Telemac'hos, Athena-Mentor avat a zistro d'al lestr. Antronoz vintin e kinnig Nestor un aberzh da Athena. Emañ Telemac'hos en e gichen, hag Athena ivez, bepred dindan neuz Mentor. Goude an aberzh hag ar pred, Telemac'hos, ambrouget gant Pisistratos, a ya gant an hent etrezek Sparta.