Nestor : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fr:Nestor |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
[[File:Sacrifice Nestor Pylos Meleager Painter MAN.jpg|thumb|Nestor
E [[mitologiezh]] [[Henc'hres]], '''Nestor''' (en [[henc'hresianeg]] Νέστωρ ''Néstôr'') a oa mab yaouankañ [[Neleus]], roue [[Pylos]], ha [[C'hloris]]. Lazhet e oa holl e vreudeur gant [[Herakles]] hag an hini nemetañ e oa a chomas bev. Daou hengoun disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet : pe e oa o vagañ e [[Gerenia]], e [[Messenia]], pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het kemer perzh e laeroñsi [[Gerion|Oc'hen Gerion]], ambrouget gant [[Herakles]], a oa graet gant Neleus ha e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez dezhañ gant an haroz hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
[[Apollon]] a
Deuet da vezañ roue en em gannas meur a wezh gant ar [[Pyliens]] a-enep an [[Epeianed]], a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost eo da lazhañ mibien [[Molione]] n'int savetaet nemet dre youl [[Poseidon]]. Diskaret en dije ar ramz [[Ereutalion]], e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ivez e-touez an harozed a gemeras perzh e chasse [[pemoc'h-gouez Kalidon]], en emgann al [[Lapited]] a-enep an [[Tud-kezeg|Dud-kezeg]] hag a-wezhioù en ergerzhadeg an [[Argonaoted]].
Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e [[Brezel Troia]]. En ''Ilias'', e vez anvet alies « blenier kar kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. En [[Ilias]] e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù ivez. Dezhañ eo e choulenn [[Menelaos]] e ali goude skrapadenn [[Elena (Troia)|Elena Troia]], ha Nestor a ambroug anezhañ en holl [[Henc'hres]] da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. Klask a ra lakaat [[Akilles]] hag [[Agamemnon]] d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz.
Nestor a oa unan eus an nebeut [[Akeaned]] a zistroas d'ar gêr diboan.
En ''Odisseia'' e teu mab [[Odisseüs]], [[Telemac'hos]], da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.
== Mammennoù ==
*[[Apollodoros]], ''[[Biblioteke]]'' (I, 8, 3 ; I, 9, 9). [http://ugo.bratelli.free.fr/Apollodore/DetailsLivres.htm lenn enlinenn]
*[[Homeros]], ''[[Ilias]]'' (passim) [http://philoctetes.free.fr/homereil.htm lenn enlinenn] , ''[[Odisseia]]'' (III, 157 ha goude). [http://philoctetes.free.fr/homereod2.htm lenn enlinenn]
*[[Hyginus]], Fablennoù (XCVII). [http://www.hs-augsburg.de/~harsch/Chronologia/Lspost02/Hyginus/hyg_fcap.html lenn enlinenn]
*[[Ovidius]], ''[[Metamorfozoù|Metamorphoses]]'' (VIII, 313 ; XII, 169 ; XIII, 63-64). [http://bcs.fltr.ucl.ac.be/METAM/Met00-Intro.html lenn enlinenn]
*[[Quintus Smyrnæus]], ''Heuliad Homeros'' (III, 516). [http://www.mediterranees.net/mythes/troie/posthomerica/index.html lenn enlinenn]
*''Nostoi'' [http://omacl.org/Hesiod/ret-telg.html lenn enlinenn]
*[[Strabon]], ''Geografiezh'' (VIII, 3, 1 ; VIII, 13, 19). [http://www.mediterranees.net/geographie/strabon/sommaire.html lenn enlinenn]
[[rummad:Rouaned Messenia]]
|