Odysseüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 28:
 
== En ''Odisseia'' ==
[[Skeudenn:Odysseus Chiaramonti Inv1901.jpg|thumb|right|200px|Odisseüs o kinnig gwin d'ar [[Kiklop|C'hiklop]], adoberenn roman diwar un delwenn orin eus dibenn ar [[marevezh henhellazek]], er [[mirdi Chiaramonti]]]].
 
* ''Sellet ouzh ar pennad pennañ [[Odisseia]]''
 
An ''[[Odisseia]]'' a zanevell distro Odisseüs d'ar gêr, ugent vloaz goude bezañ aet da [[Brezel Troia|Vrezel Troia]]. En deroù ez eo prizonniet war enezenn [[Kalipso]] met [[Athena]] a ra he mad eus ur veaj graet gant [[Poseidon]] en Etiopia da c'hounit asant an doueed all da zistro Odisseüs. Sevel a ra ur radell a gas anezhañ betek enezenn ar [[Faiakia]]iz. Degemer a reont anezhañ ha kontañ a ra dezhe e avanturioù reuzeudik abaoe diwezh Brezel Troia. Kaset gant Faiakiaiz d'e enezenn, ez eo cheñchet en ur c'hlasker-bara kozh gant an doueez Athena. Erru er gêr e lazh holl bleustrerien e bried [[Penelope]] a oa o klask he rediañ da eurediñ unan anezhe hag a rae o fenn en e balez.
 
== Marv Odisseüs ==
[[Skeudenn:Odysseus Chiaramonti Inv1901.jpg|thumb|right|200px|Odisseüs o kinnig gwin d'ar [[Kiklop|C'hiklop]], adoberenn roman diwar un delwenn orin eus dibenn ar [[marevezh henhellazek]], er [[mirdi Chiaramonti]]]].
[[Skeudenn:Polyphemus Eleusis 2630.jpg|thumb|300px|Amforenn ragatek o tonet eus Odisseüs. Skeudenn Odisseüs o tallañ [[Polifemos]] dirakgant skoazell e genseurted]]
 
Hervez an ''[[Telegoneia]]'' ez eo devet eo ar bleustrerien varv hag Odisseüs a ra aberzhioù d'an [[Nimfenn |Nimfezed ]] (Ar re a warde groc'h Itaka e lec'h m'en doa kuzhet e deñzor moarvat, s.o. Kan XIII an ''Odisseia''). Mont a ra da [[Elis]], ma wel un den dianav mod all, Poliksenos, a brof dezhañ ur [[krater|c'hrater]]. D'ar mare-se ez eus anv eus istorioù [[Trofonios]], [[Agamedes mab Erginos|Agamedes]] hag [[Augeias]]. Distreiñ a ra Odisseüs da Itaka da lidañ an aberzhioù meneget gant [[Tiresias]] e kan XI an ''Odisseia'' hag ez a goude da [[Tesproted|Desprotia]]. Eno e timez gant ar rouanez Kallidike. Dont a ra ur bugel dezhi, Polipoetes. En em gannañ a ra Odisseüs gant an [[Tesproted|Desproted]] a-enep o amezeien. Kemer a ra an doueed perzh er brezel ivez. Kallidike zo lazhet avat ha distreiñ a ra Odisseüs da Itaka.
 
Deskiñ a reer neuze e oa [[Kirke]] o tesevel hec'h-unan ar mab he deus bet gant Odisseüs (Kanoù X-XII an ''[[Odisseia]]''), Telegonos (henc'hresianeg Τηλέγονος ''Têlégonos'', « zo ganet pell »), en enezenn [[Aiaia]]. Diouzh kuzul an doueez [[Athena]] e tiskuilh Kirke anv e dad d'he mab, hag e kas anezhañ d'e glask. Reiñ a ra dezhañ ur goaf buzhudus, savet gant [[Hefaistos]], gant flemm binimus ur [[rae]] en e benn. Mont a ra Telegonos kuit gant un nebeud moraerien, met kaset int gant ur barrad-amzer war aodoù Itaka, hep goût dezhe e pelec'h emaint. Eno e laeront chatal Odisseüs evit dastum pourvezioù. Degouezhout a ra Odisseüs hag en em gann a ra a-enep e vab Telegonos, a lazh anezhañ gant e c'hoaf. Deuet eo evel-se da wir diougan Tiresias en ''Odisseia'' a lavare e teufe marv Odisseüs eus ar mor (eus ur broud rae e gwirionez). E-keit ha m'emañ an haroz war e dremenvan e anavez Telegonos a gunud abalamour d'eo fazi. Degas a ra neuze e gorf gant [[Penelope]] hag e vab all [[Telemac'hos]] en Enez-Aiaia, ma tev Kirke korf Odisseüs ha ma laka ar re all da vezañ divarvel.
 
Hervez skrivagnerien an Henamzer e verke marv Odisseüs diwezh oadvezh an harozed.
[[Skeudenn:Polyphemus Eleusis 2630.jpg|thumb|300px|Amforenn ragatek o tonet eus Odisseüs. Skeudenn Odisseüs o tallañ [[Polifemos]] dirak e genseurted]]
 
== Notennoù ==