Odysseüs : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37:
[[Skeudenn:Polyphemus Eleusis 2630.jpg|thumb|300px|Amforenn ragatek o tonet eus Odisseüs. Skeudenn Odisseüs o tallañ [[Polifemos]] gant skoazell e genseurted]]
Hervez an ''[[Telegoneia]]'' ez eo devet
Deskiñ a reer neuze e oa [[Kirke]] o tesevel hec'h-unan ar mab he deus bet gant Odisseüs (Kanoù X-XII an ''[[Odisseia]]''), Telegonos (henc'hresianeg Τηλέγονος ''Têlégonos'', « zo ganet pell »), en enezenn [[Aiaia]]. Diouzh kuzul an doueez [[Athena]] e tiskuilh Kirke anv e dad d'he mab, hag e kas anezhañ d'e glask. Reiñ a ra dezhañ ur goaf buzhudus, savet gant [[Hefaistos]], gant flemm binimus ur [[rae]] en e benn. Mont a ra Telegonos kuit gant un nebeud moraerien, met kaset int gant ur barrad-amzer war aodoù Itaka, hep goût dezhe e pelec'h emaint. Eno e laeront chatal Odisseüs evit dastum pourvezioù. Degouezhout a ra Odisseüs hag en em gann a ra a-enep e vab Telegonos, a lazh anezhañ gant e c'hoaf. Deuet eo evel-se da wir diougan Tiresias en ''Odisseia'' a lavare e teufe marv Odisseüs eus ar mor (eus ur broud rae e gwirionez). E-keit ha m'emañ an haroz war e dremenvan e anavez Telegonos a gunud abalamour d'eo fazi. Degas a ra neuze e gorf gant [[Penelope]] hag e vab all [[Telemac'hos]] en Enez-Aiaia, ma tev Kirke korf Odisseüs ha ma laka ar re all da vezañ divarvel.
|