Beuzeg-Konk : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Beuzeg-Konk''' a oa ur gumun e Penn-ar-Bed gwechall hag ul lodenn eus Konk-Kerne eo bremañ. Ur barrez vras e oa ''Beuzeg'' er Grennamzer, anvet diwar anv sant Budog, eno...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn
Linenn 1:
'''Beuzeg-Konk''' a oa ur gumun e Penn-ar-Bed gwechall hag ul lodenn eus [[Konk-Kerne]] eo bremañ.
 
Ur barrez vras e oa ''Beuzeg'' er Grennamzer, anvet diwar anv sant [[Budog]], enoret en iliz-parrez. Dre ma oa enni un enezennig anvet Konk, e voe anvet ''Beuzeg-Konk'', adalek an {{Xvet kantved}}, da lakaat kemm etrezi hag ar parrezioù all eus [[eskopti Kerne]] a oa anvet ''Beuzeg'' ivez.
 
Adalek an {{XIIIvet kantved}} e teuas ''Konk'' (Konk-Kerne) da vezañ ur porzh bras hag ur gêr vras, gant mogerioù-difenn en-dro dezhi. Un [[trev (anv-lec'h)|drev]] eus Beuzeg-Konk e oa koulskoude, ha ne zeuas da vezañ ur barrez distag nemet goude an [[Dispac'h gall]], e 1801. E 1793 e voeoa bet krouet div gumun distag, Beuzeg-Konk ha Konk-Kerne.
 
E [[1945]] e oa bet staget Beuzeg-Konk ouzh kumun Konk-Kerne.