Malabo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot tennet: nap:Malabo
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn: Malabo a 13-oct-01.jpg|200px|thumb|right|Malabo, gwelet eus an oabl]]
'''Malabo''' eo [[kêr-benn]] [[Ginea ar C'heheder]]. Emañ war aod hanternoz enez [[Bioko]] (anvet gwechall enez [[Fernando PooPóo]]).
 
Savet e oa bet Malabo e [[1827]] gant Saozon, dindan an anv '''Port Clarence''', evit degemer sklaved digabestret. An darn vrasañ anezho a yeas diwezhatoc’h da [[Sierra Leone]], hogen re all a chomas war an enezenn hag o diskennidi hiziv, a reer anezho ''fernandinos'', a gomz un doare kreoleg. E [[1846]] e tremenas an enez e dalc’h [[Spagn]] hag advadezet e voe ar gêr '''Santa Isabel'''. Pa zeuas Ginea ar C’heheder da vezañ ur stad dizalc’h e [[1969]], e voe lakaet Santa Isabel da gêr-benn d’ar vro nevez, e-lec’h [[Bata (Ginea ar C'heheder)|Bata]], ar gêr vrasañ war an douar-bras. E [[1973]] e voe advadezet adarre, gant ar prezidant [[Francisco Macías Nguema]] a felle dezhañ ober gant "gwir anvioù afrikanek", hag anvet e voe neuze ''Malabo''.