Teiresias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
 
=== Treuzfurmadur Tiresias ===
Dont a ra eil stumm mojenn Tiresias eus [[Ovidius]]. Pa oa Tiresias o pourmen er c'hoadoù e tirenkas gant e vazh div naer oc'h en em barañ. Kerkent e oa treuzfurmet e maouez. Tiresias a zalc'has ar stumm-se e-pad seizh vloaz. An eizhvet bloavezh avat e welas ar memes naeron oc'h en em barañ adarre. « Mard eo bras a-walc'h ho kalloud pa vezit gloazet, emezañ, da cheñch naoutur hoc'h enebour ez an da skeiñ ganeoc'h un eil gwezh. »<ref>[[Ovidius]] ''[[Metamorfozoù|Metamorphoses]]'', III, 316-338</ref>. Hag evel-se e teuasvije deuet Tiresias da vezañ ur gwaz adarre.
 
Pa lavaras [[Zeus]] e kemere ar maouezed muioc'h a blijadur evit ar wazed pa vezent o c'hoari daou ha pa zalc'has e bried [[Hera]] ar c'hontrol, an doueed a c'houlennas ali Tiresias a oa bet hag ur vaouez hag ur gwaz. Tiresias a yeas a-du gant Zeus. Hera, « brouezet muioc'h evit na zeree diwar-benn un danvez ken skañv all, a gondaonas daoulagad he barner da'n deñvalijenn da viken »<ref>''Metamorphoses'', III, 316-338</ref>. Zeus ne c'halle ket mont a-enep diviz Hera, met da gempouezañ dallentez Tiresias e kinnigas dezhañ an donezon da welet an amzer da zont hag ur vuhez hir keit ha seizh remziad tud.
 
Hervez ''Biblioteke'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e tanevell [[Hesiodos]] un istor heñvel en e oberenn.