Kasandra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Aias Kassandra Louvre G458.jpg|thumb|right|280px|[[Aias Oileos|Aias]] a ziframm Kasandra diouzh ar [[Palladion]] ma oa bet o klask repu, diabarzh ur gib gant tresadennoù ruz eus liver Kodros, war-dro [[-440|440]]-[[-430|430]] kent J.-K., mirdi Le Louvre]]
 
E mojennoù [[Hellaz]], '''Kasandra''' ([[henc'hresianeg]] Κασάνδρα, ''Kasandra'', pe Κασσάνδρα, ''Kassandra'', Κεσάνδρα, ha Κατάνδρα<ref>[[Hjalmar Frisk]] (1970) a skriv "etimologiezh dizispleg", hag a veneg martezeadennoù disheñvel kavet e levr Schulze, ''Kleine Schriften'' (1966), 698, Hoffmann ''Glotta'' 28, 52, Sturtevant ''Class. Phil.'' 21, 248f., J. Davreux ''La légende de la prophétesse Cassandre'' (Paris 1942) 90ff., Carnoy ''Les ét. class.'' 22, 344.</ref>, anvet ivez '''Aleksandra''' a-wezhioù<ref>E barzhoniezh [[Likofron]], ''Alexandra'', zo gouestlet da Gasandra.</ref>) a oa merc'h ar roue [[Priam]] hag ar rouanez [[Hekabe]] eus [[Troia]]. [[Apollon]] a roas dezhi an donezon da ziouganañ an amzer da zont abalamour d'he c'hened. En ur vojenn all e tremenas un nozvezh e templ Apollon, ha naeron an templ a lipas he diskouarn kement ha ken bihan ma oa gouest da glevet an amzer da zont adal neuze<ref> Dont a ra an dodenn-se en-dro e [[mitologiezh]] [[Henc'hres]], daoust ma tegas a-wezhioù ar varregezh da gompren yezhoù al loened kentoc'h evit gwelet an amzer da zont. Keñveriañ gant [[Melampos]]; Athena he dije gwalc'het divskouarn [[Tiresias]]</ref>. Koulskoude, p'he doa nac'het karout an doue, Apollon a strobinellas anezhi evit ma ne vefe ket kredet gant den ebet. Goude disoc'h [[Brezel Troia]] ha diskar ar geoded e oa kemeret da sklavez ha da serc'h gant [[Agamemnon]] hag e voe lazhet diwar zorn [[Klitemnestra]] war un dro gantañ.
 
<!--